Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Degemer mat Ewan !

Ur c’henurzhier nevez e Yezhoù ha Sevenadur

Setu eil distro-skol Yezhoù ha Sevenadur 12 bali Añjevinier e Sant-Ervlan ha plijadur hon eus o kinnig deoc’h hor c’henurzhier sevenadurel nevez, Ewan Thebaud. Labourat a ra e-lec’h Mélaine Looten hag a raio war dro Radio Kerne Naoned, ar c’hentañ radio hollvrezhonek e Liger-Atlantel.

Ganet eo bet Ewan e Sant-Nazer, 29 vloaz eo. Tapet en deus bet ur master arbennikaet “Penn raktres sevenadurel ha diorren lec’hel”, bet rener Ti ar baluderien anezhañ ivez e-pad daou vloaz. Ewan en deus desket brezhoneg er stummadur hir gant Skol an Emsav ar bloaz-mañ.

Bremañ e vo e karg eus ar c’henurzh hag an diorren sevenadurel e Yezhoù ha Sevenadur.

Gallout a rit mont e darempred gant Ewan dre bostel yezhou@yhs.bzh pe dre bellgomz 07-82-70-15-14, eus al Lun betek ar Gwener etre 9eur ha 5eur g.m

Alixia zo karget eus ar c’hehentiñ ha feurm ar salioù c’hoazh. Gallout a rit skrivañ dezhi da degemer@yhs.bzh