Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Radio Naoned

Bez e vi eus Radio Naoned !

Media holl vrezhoneg kentañ e Naoned !

Un araokadenn istorel evit ar yezh hag ar vro.

Aotreet eo bet Radio Kerne gant ar CSA da zigeriñ ur radio e Naoned e mod DAB+ (Radio Niverel ouarel). Kregiñ a raimp gant ar skignañ e penn-kentañ 2019. Bemdez e vo lakaet ar gaoz war darvoudoù kêr, en un doare modern hag e brezhoneg penn-da-benn. Abadennoù savet war an dachenn EVIT ha GANT Naonediz·ezed.

An 2 implijiad·ez a labouro en ur studio e Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan ! Labourioù a zo da ober evit treuzfurmiñ ar salioù roet deomp en ur gwir studio radio (burevioù ha studio).

Mankout a ra 50 000€ deomp da glozañ ar budjed postiñ

Rannet e vo ar sammad e 3 lodenn : labourioù kempenn an ti, prenañ an dafar studio ha skignañ, prenañ an dafar burev ha son. En holl e savo ar budjed postiñ da 50 000 €.

Ne vo ket trawalc’h sikour an aozadurioù publik da zastum ar sammad-mañ. Riskloù zo neuze e chomfe a-sav Radio Naoned buan a-walc’h hag e vefe lakaet Radio Kerne en arvar war an dro. Se zo kaoz e rankomp goulenn  souten an holl Vreizhiz hag an holl Vreizhadezed evit mont betek penn ar aktres dibar-se.