Skol an Emsav

Kreizenn stummañ war ar brezhoneg.

Ur greizenn-stummañ a vicher e brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan.

Lena Louarn zo bet renerez etre 1989 ha 2010, pa’z eo aet d’ar c’huzul-rannvro. Erlec’hiet eo bet gant Gwenvael Jéquel. Pevarzek den zo gopret en ti.

Obererezhioù

  • Kelenn ar brezhoneg d’an oadourien :
    • Stummadur hir
    • Kentelioù
    • Staj
  • Dudi e brezhoneg
  • Dastumadenn Bremañ ha #brezhoneg

Skol an Emsav

25, Straed Pierre Martin
35000 Roazhon
02 99 38 75 83
degemer@skolanemsav.bzh
http://www.skolanemsav.bzh/

 

%d bloggers like this: