Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Teatr Miltamm

Kinnig a ra ar gevredigezh Mil Tamm kentelioù c’hoariva e brezhoneg evit ar vugale. Krouet eo bet gant Katell Leon. Er greizenn Yezhoù ha Sevenadur a vez aozet ar c’hentelioù.

Deskiñ a ra ar vugale kaout fiziañs. Pezhioù c’hoarioù bihan a zo bet kinniget e nozvezh Ene Breizh e 2018 ha 2019. Skrivet eo bet an testennoù diwar oberennoù Bernez Tangi, Brieg Guerveno pe Anjela Duval.

E 2018 eo bet kinniget ur pezh c’hoari gant Claude Burneau “Ne vez ket Ezhomm eus kalz a Dra” e Sant-Nazer, Naoned ha Sant-Ervlan. Ur pezh c’hoari nevez “Jessica” zo bet kinniget e 2019.

Obererezhioù :

  • Kentel c’hoariva e brezhoneg e S-Ervlan (44) evit ar vugale etre 7 ha 12 vloaz.

Teatr Miltamm

Katell Leon : katellleon@gmail.com

Teatr Mil Tamm
Ene  Breizh 2019 @Aude Merrien
%d bloggers like this: