Yezhoù ha Yec’hed

Pleustradegoù war Arzoù yec’hed sinaek a vez kinniget gant YEZHOÙ HA YEC’HED. Gant ar studi eo troet he ferzhidi ha mignoniezh a zo kenetrezo. E-kreiz an deskamant e vez lakaet an deskard hag ar c’helenn azasaet diouzh ezhomm pep hini. E-giz-se eo bet treuzkaset ha gwellaet an arzoù-se a remziad da remziad evit diorren ar c’hempouez, an habaskadur, an dislontegezh hag ar sederidigezh e n’eus forzh peseurt trovezh bennak a vefe… Sed amañ un danvez d’en em soñjal a c’hello pep hini magañ diouzh e gorf, e vuhez hag e yec’hed (stad hollek, magadurezh, tro-spered, doare ha lusk-buhez, stres, darempredoù, boazioù…).

WUSHU : Hor c’hevrenn Wushu a zo dreist-holl evit bugale ha deraouidi kentañ-wellañ, peuzyaouank pe gant ur c’hevala-yec’hed mat dija, HA brezhoneg komzet gantañ·ganti pe mennet d’e zeskiñ. Ur stummadur hag a zo e bal embregiñ ar c’horf a-bezh an hini eo. Broudañ a ra ar reizhiad kalon-gwazhied hag ar c’horf-eskern, gwevnaat ha hiraat ar gwiadoù blot, ar pezh a ra d’ar c’hreskiñ hollek bezañ gwellaet ha d’ar c’hoshaat difonnaat. An doare jiminas-emgannañ-mañ a ziorro barregezhioù-empenn (merzhout, kenurzhiañ…).

WING CHUN : Abaoe 2015 emañ kevrenn WING CHUN hor c’hevredigezh a-berzh lignez LEUNG Sheung, ar studier kentañ bet oc’h ober war-dro YE Wen da vare e zonedigezh da Hong Kong. War pennaennoù diabarzh, lentadurezh ha merzhusted da lakaat lodennoù korf a-regennoù e vez lakaet ar pouez gant al lignez-se. Lañs a zo gant an arvez plaen ; asantiñ koll amzer, en em zigeriñ war an-unan ha war an nesañ eo divizoù pennañ un deskamant diharp.

QIGONG : Ezel eus skol MILUN eus Shanghai, pleustriñ a reomp ur stumm Qigong ar 5 elfenn hag a zo e bal kempouezañ energiezhoù ar spered dre ar c’horf. Ma lakaomp eo redioù ha naskoù ar vuhez, mammennoù a zistabilded, eo an tech boutin  stourm o terc’hel penn. Gant-se en em gav energiezhoù zo, ha dre skeudenn, elfennoù zo, tuzumet ha skoanet a-galz. Dont a reomp da vezañ pimpatrom an naskoù a c’houzañvomp diwarno neuze. Reiñ a ra QIGONG ar 5 elfenn, an tu deomp da ziac’hubiñ ar c’horf hag ar spered o liammañ anezho an eil ouzh egile hag ouzh o barregezh orin da vleuniañ adarre, kempouezet diouzh o natur kent.

Obererezhioù :

  • Kentelioù Qi Gong – bep lun 6e-7e
  • Kentelioù Wing Chun – bem merc’her 6e30-8e
  • Kentelioù Wushu – sadorn mintin 9h-11e
  • Stajoù

Yezhoù ha Yec’hed

06 04 09 23 21
yezhhayeched@gmail.com

%d bloggers like this: