Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Lid-digeriñ an diskouezadeg “Emmanuel Lepage ha tourioù-tan penn ar bed”

7e30 : LID-DIGERIN “Emmanuel Lepage ha Tourioù-tan Penn-ar-bed”
Skrivagner bandennoù treset eus ar re vrudetañ, lakaet en deus e lennerien da veajiñ e kornioù digenvezañ ar bed dre e veajoù en Antarktika pe inizi Kergelenn, Emmanuel Lepage, paotr Sant-Brieg, n’en deus morse ankounac’het e wrizioù e Breizh.

Gant “Ar Men” ha “Enez werc’h”, e vez enoret gantañ an daou tour-tan-se, eus ar re uhelañ, eus ar re ziaesañ da dizhout.

A-drugarez da gumuniezh-kumunioù Bro An Aberioù ha d’an tiez embann Locus Solus ha Futuropolis, Yezhoù ha sevenadur en deus plijadur bras o kinnig deoc’h an diskouezadeg dreistordinal-se, gouestlet d’un tresour breizhad ampart ha mil-anavezet.

8e30 : SONADEG Dom Duff. 

Adalek 7e30
Digor d’an holl,
Priz dieub
Kenaozet gant lAgence culturelle bretonne 44

Kreizenn Sevenadurel Breizhek
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan

Date

21 Her 2023
Expired!

Time

19 h 30 min

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh

Other Organizers