Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

!!! NULLET !!! Staj arzoù-korf asiat : Qigong – Yoga – Dañs indiat

An devezh anaoudegezh, pleustr hag eskemmoù diwar-benn tri hengoun aziat : QIGONG – YOGA – DAÑS INDIAT

Setu amañ ar munudoù :
9e00/9e20 : degemer ar berzhidi·iadezed – paeamantoù
09e20/9e30 : reiñ da glevet dibun an devezh
9e30/11e00 : abadenn QIGONG
buhezour : Arno ABDUL-SATER
11e15/12e45 : abadenn YOGA
buhezour : Sébastien GUINIER
merenn (sellout izeloc’h ouzh an doareoù)
13e45/14e15 : darvestadeg
buhezour : Arno ABDUL-SATER
14e30/15e15 + 15e30/16e15 : abadenn DAÑS INDIAAT
buhezour : Yvon BOURLÈS
16e15/16e30 : klozañ an devezh

Darempred : mildorn@mailo.com

▼ PRIZ HA DOAREOÙ ▼
Ur priz hepken : 60€ an devezh
Paeamant dre chekenn war al lec’h hepken
(pezh arc’hant dizolo ebet, trugarez 🙂

Dont gant dilhad klet ha botoù gwevn (sal gant plañchod)

Degas ur piknik
(merennet e vo a-gevret er sal stok ouzh hini an abadennoù – skinfornioù ha lec’hioù dour kerzet)

Live rekis ebet. Hini ebet e brezhoneg kennebeut : dre soubidigezh e vo an devezh.
Da bep hini e lezomp ar frankiz da dennañ ar pep gwellañ eus an abadennoù, pe live bennak a vefe gantañ·i.

Ma vefe re vihan an niver a berzhidi·iadezed pe re redius ar reolennoù yec’hed deomp e viromp ar gwir da nullañ an darvoud hogen kelaouiñ a rafemp ac’hanoc’h un nebeud deizioù en a-raok evel-just.

Darempred : mildorn@mailo.com

Date

04 Meu 2023
Expired!

Time

9 h 00 min - 16 h 30 min
Category