Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Youn ha Solena

Mikro-magouri e brezhoneg.

Ur gevredigezh diouzh lezenn 1901 eo Youn ha Solena. He fal eo diorren ha merañ lec’hioù degemer ar vugaligoù.

Ar soñj da sevel ur vikro-magouri zo deuet war wel evel un elfenn ret, ur mailh a vanke er pezh a vez kinniget abaoe pell e brezhoneg d’ar vugale ha d’an oadourien el Liger-Atlantel.

Aeset eo bet aozañ ar raktres-mañ gant ar chañs d’e enskrivañ en unan brasoc’h, unan eskemm ha rannañ an araezioù douget gant ar greizenn sevenadurel breizhek « Yezhoù ha Sevenadur » e Sant-Ervlan. Evit an istor vihan ez eo bet choazet anv hor framm, « Youn ha Solena », ouzhpenn d’ar fed e teu splann son hor yezh gant ar raganvioù brezhonek-mañ, peogwir e lak gwreskanv ar greizenn sevenadurel ha hini ar mikro-magouri da vezañ heñvel, evit diskouez ur youl a sinergiezh.

 

Mont a ra Youn ha Solena Sant-Ervlan en-dro abaoe tri bloaz. Neuze raktresoù all a vagomp en hor c’halon. Ur vikro-magouri e kreizteiz al Liger hag ur raktres 40 plas e Naoned. Da heuliañ…

 

Youn ha Solena

2 bis allée Henri Farman
44800 Saint-Herblain
07 83 90 34 97 – 02 28 27 70 73
younhasolena@hotmail.com
http://younhasolena.bzh/youna/
https://www.helloasso.com/associations/youn-ha-solena