Istor hag emdroadur

Krouidigezh

Savet eo bet ar gevredigezh Yezhoù ha Sevenadur e 2006 gant youl kevredigezhioù sevenadurel bro-Naoned. E-touez anezho : Kentelioù an Noz (kentelioù war ar brezhoneg evit an oadourien), Kreizenn Dafar Sevenadurel Breizhek (ar mediaoueg keltiek), strolladoù dañs ha sonerezh hengounel.

Kenstrollet e oa ar gevredigezhioù e 2008 e Sant-Ervlan (e-kichen Naoned). Ar pal a oa ken-rannañ an danvezioù, eskemm, diorren raktresoù (diskouezadegoù, …) ha bezañ pouezusoc’h e-keñver en dilennidi lec’hel.

E 2008 eo lid-digeriñ ar greizenn gant Ao Patrick Mareschal, Prezidant Kuzul Dapartamant Liger-Atlantel ha dirak Ao. François de Rugy (kannad) ha Prezidant Diwan…

Kavet e vez ur skolaj (Diwan, ur mediaoueg (17 000 teuliadoù), burevioù. aozet e vez abadennoù a bep seurt (kentelioù noz, beilhadegoù, emgavioù-divizout,…) ivez.

Dilojadeg

A-hed ar bloavezhioù eo bet re-vihan ar greizenn (600 m²). Kinniget eo bet gant Ti-Kêr Sant-Ervlan e 2012 avadur an Añjevinier, ur strollad skolioù 3 500 m² gant 5 savadur.

Divizet eo bet an dilojadeg. Aozadur :

  • Prenet eo bet ar skol gant Kuzul Departamant Liger-Atlantel, Kuzul Rannvro Broioù al Liger ha Naoned Meur-gêr o paeañ 800 000 € bep hini, da lâret eo 2,4 M. €
  • Feurm emfiteotek 35 bloaz gant Yezhoù ha Sevenadur
  • Amprestet eo 1 000 000 000 evit labourioù terkañ, kretadennet gant an Departamant (25%) ha Ti-kêr Sant-Ervlan (75%) ouzhpenn skoazell arc’hant roet gant Kuzul Departamant (200 000 €)

Pouezus eo bet skoazell strollegezhioù tiriadel, Naoned Meur-gêr (« Grand Equipement Métropolitain » eo bet rummet ar greizenn) ha Kuzul Rannvro Breizh (kemer a ra perzh d’ar buget) en o-touez.

Kroget eo bet al labourioù e miz Mae 2016. Aozet eo bet lid-digeriñ Yezhoù ha Sevenadur d’an 13 a-viz Here 2017 gant meur dilennad.

Inauguration de Yezhoù ha Sevenadur
Lid-digeriñ Yezhoù ha Sevenadur d’an 13 a-viz Here 2017