D’al Lun 4 a viz Gwengolo hor boa kejet gant stajidi nevez ar stummadur hir Skol an Emsav. Tud plijus-kenañ eo gant buhezioù ha fromadennoù disheñvel ha gant ur pal heñvel : deskiñ ha treuzkas ar yezh. Ur stummadur a-feson a vo hag ur bloavezh plijus-kenañ, sur ! Skipail 2023-2024 […]
Keleier
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Diskouezadeg eus an 2 a viz Mae betek an 30 a viz Even gant ASB44 Digor d’an holl. Digoust Paul Corbineau, kizeller emzesket, a blij dezhañ daouhanteriñ e c’houiziegezh holloueziadurel diwar ar c’hoad hag ar gwez. Benoit Lesne a zo ul livour awenet gant ar glazadur. André Guery a zo […]
Diskouezadeg eus ar 7 a viz Meurzh betek ar 28 a viz Ebrel gant Dastum Bro Dreger Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn Titouroù : […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar Brezhoneg Setu ar programm ! Dibenn-sizhun ar 25-26 a viz C’hwevrer : Penc’herieg – Staj brezhoneg aozet gant Kentelioù an Noz Meurzh 28 a viz C’hwevrer : AlterNantes – 91 FM & 98.1 FM : Devezh gouestlet da yezhoù Breizh (e galleg) Merc’her […]
Abaoe meur a vloaz Miz Meurzh a zo Mizvezh ar Brezhoneg. Kalz darvoudoù a dalc’het a-hed ar miz e Liger-Atlantel evit treuzkas hor yezh ha rannañ hor sevenadur : diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’hoarioù, tañva d’ar yezh… Ur programm puilh evit lidañ Mizvezh ar Brezhoneg a-drugarez da galz kevredigezhioù evel-just : […]
5 bloaz zo a oa bet dilezet raktres an aerborzh e Kernitron-al-lann. Hir a oa bet ar stourm ouzh an aerborzh gant trec’h al labourerien-douar benn-ar-fin. Evit kompren anezhi e c’hellot gweladenniñ hon diskouezadeg. Kontañ a ra an istor-se, dedennus ha luziet-kennañ. Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Genver / miz Mae a zo erruet Evit lenn […]
Setu un destenn eus Tangi Manac’h, prezidant abaoe 2016. ” Demat, Goude c’hwec’h vloaz o vezañ Prezidant Yezhoù ha Sevenadur em eus divizet paouez gant ar garg-mañ. E-pad an emvod-meur diwezhañ, Stefan Geffroy an hini eo a zo bet dilennet gant ar c’huzul-merañ. Fiziañs ‘m eus ennañ evit derc’hel da […]
Evit lidañ 10 vloaz ar gouel-meur “Les Zef et mer” e vo kinniget ur c’hilsell luc’hskeudennel gant Myriam Jégat en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur. A-hed he buhez e klaske Myriam Jégat da zastum koun hag eñvor kanerien ha kanerezed, kontourien ha konterezed, sonerien ha sonerezed, skrivagnerien ha […]
Ar Greizenn Sevenadurel Breizhek hag ar c’h/ KDSK a vo digor d’ar Sadorn 17 ha d’ar Sul 18 a viz Gwengolo e framm Devezhioù ar glad. An tem dibabet er bloaz-mañ a zo “ar Glad padus”. Mediaoueg KDSK a vo digor d’ar foran diouzh ar Sadorn hag ar Sul evit kinnig e […]
D’al Lun 5 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz. Kejet hor boa gant ur strollad nevez leun a startijenn gant kalz raktresoù ha sichant-kenañ. O teskiñ brezhoneg e vimp a-hed 6 miz a-drugarez d’ar stummerien disheñvel hag a-feson. Laouen omp o tegemer anezho e Yezhoù ha […]
Setu distro-skol ar c’hevredigezhioù e Yezhoù ha Sevenadur. Meur a zudi a zo kinniget bep bloaz en hor c’hreizenn : kentelioù e brezhoneg evel-just ha kan, sonerezh, dañs, yoga, broderezh… Kavout a reot a-is roll an obererezhioù reoliek, dreist-holl sizhuniek, kinniget en distro-skol 2022-2023 : D’AL LUN Bodad komz e […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Evit kregiñ hon c’houlzad sevenadurel nevez e tegemerimp al livour Gaël Kasprzak gant e labour diwar-benn an “Dour mor”. D’ar 5 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Kerzu e c’hellot dizoleiñ livadurioù an arzour a-wechoù en ur stil skeudenniñ a-wechoù difetisoc’h. A-drugarez d’ar soutilded-se e c’hellot splujañ e-barzh an […]
C’hoarioù kentañ a vo dalc’het e kreiz-kêr Naoned adalek ar 1añ betek an 10 a viz Gouere 2022. Muioc’h a 100 000 den a zo gortozet d’ar gouel dreistordinal-mañ. Kinniget e vo kenstrivadegoù sport (paledoù, sachañ war an tortis, bannañ ar voutellenn blouz, mell-droad ouezelek…) ouzhpenn darvoudoù sevenadurel (sonadegoù, festoù-noz, […]
5 bloaz zo e oa c’hoazh ur sapre chanter e savadur Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan… Hag un nebeut mizioù war-lerc’h e oa digoret mediaoueg nevez KDSK ! Hiziv an deiz ez eo implijet war ar pemdez an 3600 m2 a savadurioù merret gant Yezhoù ha Sevenadur […]
Kregin a ra Fête de la Bretagne / Gouel Breizh hiriv – betek 22 a viz Mae ! An dibenn-sizhun-mañ : Festival ANNE De BRETAGNE e Sulieg / Diskouezadeg el levraoueg, lazoù-kanañ, fest-noz, hag all.
E-pad tost 4 bloaz eo bet Ewan Thebaud kenurzhier YhS. Plijet omp bet gant e labour a-feson, e zibresded hag e vadelezh. Raktresoù all a zo gantañ bremañ. Kalz a blijadur hag a verzh a hetomp dezhañ. Trugarez vras dezhañ evit ar pezh en deus graet evit Yezhoù ha Sevenadur. […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg : abaoe c’hwec’h vloaz dija ! Diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’horioù ha kalz traoù disheñvel tro-dro ar brezhoneg evit kehentiñ diwar-benn hon yezh ha rannañ hon sevenadur. Ar bloaz-mañ a vo puilh ha liesseurt e Liger-Atlantel c’hoazh. Goulennit ar program […]
Mizvezh ar Brezhoneg a glask treuzkas ar brezhoneg ha kehentiñ diwar-benn ar yezh. Da skouer, penaos deskiñ ar brezhoneg ? A-hed Mizvezh ar Brezhoneg meur a skol Diwan a zigor o dorioù. “E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant […]
Disadorn, d’an 19 a viz C’hwevrer e vo an deiz-ha-bloaz ispisial : kant vloaz ar radio ! AlterNantes FM a pedo ac’hanoc’h er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur evit lidañ an darvoud : abadennoù radio dibar, diskouezadeg dedennus evit displegañ istor ar radio, kejadennoù gant tud a-feson. Deuit er […]
Emaomp o klask ur G.C’HENURZIER.EZ SEVENADUREL KEFRIDI : Dindan karg ar Prezidant ha gant asant Burev ar gevredigezh e vo : – kendivizer.ez ar c’hevredigezhioù degemeret war an dachenn. Respont da c’houlennoù an dud ha frammoù an diavaez. Sevel ha hizivaat steuñv oberennoù reoliek pe boentel ar c’hevredigezhioù, embregerezhioù, […]
Distro-skol ar ch’evredigezhioù e vo e miz Gwengolo ha miz Here. Dizoloit an dudioù kinniget e kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur : Brezhoneg : Eurvezhioù : Lun 3e : Bodad-komz Lun 8e : live + Meurzh 10e : Kentel komz Merc’her 3e30 : Kentel komz Merc’her 5e30 : Kentel komz […]
32vet Gouel Celtomania Adalek ar 1añ a viz Here betek an 27 a viz Du 2021 e vo 32vet gouel Celtomania e meur a kerioù e Liger-Atlantel. 2 viz evit ober anaoudegezh gant sevenadur brezhonek ha keltiek gant darvoudoù a bep seurt : diskouezadegoù, sine-sondaeg, nozvezhioù lennegel, fest-noz, sonadegoù, pourmenadennoù. […]
Kinnig labour – ASEM – Diwan Sant-Ervlan Kefridi : Dindan kiriegezh renez/skolaer ar skol, e viot e karg Degemer bugale ar c’hlasoù divyezhek (tro dro 18 bugel evit ar re vihan). Aozañ obererezhioù pedagogel. Ober war dro ar vugale ha plediñ ouzh o surentez. Ambroug ar vugale e deskerezhioù […]
Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit ! Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher. Penaos kemer perzh ? Lennit ar reolennoù o klikat amañ. Tennit ho foto bravañ ! Ouzhpennit un […]
Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit ! Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher. Penaos kemer perzh ? Lennit ar reolennoù o klikat amañ. Tennit ho foto bravañ ! Ouzhpennit un […]
ADDIGORADUR KDSK Goude ur prantad hir a genfinañ e vo adlañset obererezhioù KDSK adalek ar Yaou d’an 20 a viz Mae (14h). Aotreet e vo tremenerezh er vediaoueg ha sellet ouzh al levrioù war al lec’h : 20 den asambles er sal (tro-dro 8 m2 evit pep den), 1 […]
Post labour : Buhezour.ez atalieroù radio Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021 Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper Implijer : Radio Naoned Kefridi : An animatour.ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an obererezhioù […]
Ur sapre avañtur eo bet digeriñ RADIO NAONED ! Heuliet omp bet gant kameraioioù Anne Gouerou ha Kenan an Habask e-pad ur bloavezh hanter. Disoc’h o labour, un teulfilm 49mn, ‘vo skignet a dammoù adalek an 10 a viz Genver bep Sul vintin da 10e10 war Frañs 3 Breizh e […]
Da heul an titouroù diwezhañ roet gant an gouarnamant eo dav d’al lec’hioù a zegemer tud chom serret. Ret eo da Yezhoù ha Sevenadur cheñch deiziad evit adkregiñ an obererezhioù. Ne vo ket posupl adkregiñ ganto a-raok ar 7 a viz Genver 2021 ha hervez enkadenn yec’hedel hag erbedadennoù gouarnamant […]
Peseurt dudioù kinniget e Yezhoù ha Sevenadur Yezhoù, sonerezh, sportoù, kalz traoù a zo d’ober e kreizenn yehzoù ha Sevenadur ! Dudioù dre zanvez E brezhoneg Bodad-komz ha kentelioù brezhoneg gant Kentelioù an Noz Stal liesarzoù ha c’hoariva e brezhoneg gant Mil Tamm Qi gong e brezhoneg ha galleg gant […]
Distro-skol Skol an Emsav D’ar 7 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz gant ur strollad nevez. 14 den zo o teskiñ brezhoneg e Yezhoù ha Sevenadur e-pad 6 bloaz gant Skol an Emsav e Sant-Ervlan. Evit ar re mennet e vo posupl kenderc’hel gant ur stummadur […]
An distro-skol 2020 Distroet eo ar vugale d’ar skol d’ar Meurzh 1añ a viz Gwengolo. Ur bloavezh nevez gant plegoù disheñvel, met laouen e oa ar vugale da zistreiñ d’ar skol memestra. Youn ha Solena 14 bugel a zo e Youn ha Solena bremañ. 5 bugel nevez a zo erruet […]
Eus an 21 d’an 29 a viz Mae 2021 e vo redet Redadeg 2020 Kengret, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur eo ar Redadeg. Tremenet e vez dre 5 departamant Breizh abaoe 2008 bep eil bloaz. Abalamour d’ar c’horonavirus ‘vat e vo redet an 2020 km raktreset ar bloaz-mañ […]
A-wel d’an dilennadegoù-kêr e Meurzh 2020 eo bet kaset gant kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur ul lizher da bep den war ar renk e Sant-Ervlan. Resevet eo bet ur respont divyezhek gant roll Saint-Herblain en commun, kinniget gant Jean-François Tallio. Gallout a rit lenn al lizher o klikañ war al […]
A-wel d’an dilennadegoù-kêr e Meurzh 2020 eo bet kaset gant kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur al lizher dindan da bep den war ar renk e Sant-Ervlan : Monsieur, Le Centre culturel breton Yezhoù ha Sevenadur (« Langues et Culture »), créé en 2008, s’est installé en 2016 sur le site de l’Angevinière, […]
Rakreset eo bet gant Yezhoù ha Sevenadur abaoe pell ober war dro ar savadur D. Un nebeud labourioù livaj a chom d’ober evit lakaat bravoc’h ha plijusoc’h al lec’h. Profitañ a rimp d’ar vakañsoù skol an hollsent evit ober al labourioù-se. Evel just evit bezañ efedusoc’h e vefe mat bezañ […]
VOTADEG FORAN ENLINENNKASIT AR GEMENADENN TRO-DRO DEOC’H ! Votit evit ho kanaouenn muiañ karet Digor eo ar votadeg eus an 2 betek ar 16 a viz HereEvel e 2018 e vo deoc’h da votiñ evit dibab kanaouenn ofisiel Redadeg 2020. Honnezh a vo an hini a roio lusk ha youl d’ar […]
Digor eo kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur d’an holl : holl sevenadurioù, holl oadoù, … Meur a dudioù, reoliek pe a-wechiadoù, zo kinniget bep bloaz er greizenn : c’hoariva, kan, sport, sonerezh … Setu an dudioù reoliek kinniget e Yezhoù ha Sevenadur en distro-skol 2019-2020 : d’al Lun : Bodad-komz […]
Prest oc’h ? Digorit ho tivskouarn ! Skignadenn kentañ Radio Naoned a vo d’al Lun 6 aviz Mae 2019 ! Adlivet eo bet ar studio hag ar burev, staliet eo bet dafar nevez-flamm ha fardet programmoù a-feson. Goude mizvezhioù labour, ar skipailh hag ar studio zo prest ! Gourc’hemennoù da […]
Emgavioù – Atalieroù – Prezegennoù – Sonerezh – Yezhoù – Dañs – Lennegezh – C’hoarioù – Istor GOULOÙ ZO – MEURZH AN ANGEVINIÈRE 12 emgavioù da notenniñ en ho teiziataer ! Adalek miz C’hwevrer betek miz Even e ginnig deoc’h Ajañs Sevenadurel Breizhek ha Yezhoù ha Sevenadur 12 nozvezh gant […]
E miz Meurzh e vo mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ur mizvezh evit ober anaoudegezh gant yezhoù Breizh pe mont pelloc’h ganto. Meur a abadennoù ‘vo kinniget : diskouezadeg, baleadennoù, kaozeadennoù, prezegennoù, stalioù, dañs, stlenneg, sonadegoù, kwiz hag ar c’haraoke e brezhoneg. Ur programm a feson evit an holl […]
Graet eo bet lid-digeriñ savadurioù nevez Yezhoù ha Sevenadur ur bloaz zo dija ! Dilojadeg, labourioù, lid-degeriñ, … Distro war ar bloavezh kentañ en Angevinière gant skeudennoù ! ” order_by=”sortorder” order_direction=”ASC” returns=”included” maximum_entity_count=”500″]
Bez e vi eus Radio Naoned ! Media holl vrezhoneg kentañ e Naoned ! Un araokadenn istorel evit ar yezh hag ar vro. Aotreet eo bet Radio Kerne gant ar CSA da zigeriñ ur radio e Naoned e mod DAB+ (Radio Niverel ouarel). Kregiñ a raimp gant ar skignañ e penn-kentañ 2019. […]
Er greizenn Yezhoù ha Sevenadur emañ frammoù disheñvel evit bugaligoù ha deskadurezh dre soubidigezh : ur mikro-vagouri e brezhoneg, ur skol Diwan hag ur skolaj Diwan. Degemeret eo bet ouzhpenn 100 buegl d’an distro-skol 2018-2019 : Mikro-vagouri Youn ha Solena : 14 enfants Skol Diwan Sant-Ervlan : 41 élèves Skolaj […]
Ur c’henurzhier nevez e Yezhoù ha Sevenadur Setu eil distro-skol Yezhoù ha Sevenadur 12 bali Añjevinier e Sant-Ervlan ha plijadur hon eus o kinnig deoc’h hor c’henurzhier sevenadurel nevez, Ewan Thebaud. Labourat a ra e-lec’h Mélaine Looten hag a raio war dro Radio Kerne Naoned, ar c’hentañ radio hollvrezhonek e […]
Kreskiñ a ra c’hoazh Yezhoù ha Sevenadur, cheñch a ra ar savadurioù hag erruout a ra kevredigezhioù nevez. Abaoe warlene es eus bet graet kalz labourioù : livadur, aozañ ha lakaat moketenn er savadur B ; staliañ parked ispisial er sal dañs e-kichen ar predva, sevel privezioù nevez er savadur D, livadur […]