Diwar-benn Yezhoù ha Sevenadur

Savet eo bet ar gevredigezh Yezhoù ha Sevenadur e 2006 gant youl kevredigezhioù sevenadurel bro-Naoned. E-touez anezho : Kentelioù an Noz (kentelioù war ar brezhoneg evit an oadourien), Kreizenn Dafar Sevenadurel Breizhek (ar mediaoueg keltiek), strolladoù dañs ha sonerezh hengounel.

Aozadur ar gevredigezh

Meret eo Yezhoù ha Sevenadur gant ur c’huzul merañ hag ur burev. Aozet eo ar burev evel un embreherezh gant departamantoù disheñvel (Savadur, Surentez, Arc’hant, Diorren, …).

2 emplijiad a zo : ur c’henurzhier, karget eus an darempredoù entre ar gevredigezhioù hag eus ar raktresoù sevenadurel hag ur gargerez eus ar c’henhentiñ hag an diorren.

Teuliadoù ofisiel

  • Statud Yezhoù ha Sevenadur
  • Reolenn Yezhoù ha Sevenadur
  • Karta
  • Aozlun
  • Politikerezh an endro (lastez, foranañ, …)

Ar gevredigezhioù