
GOULOU ZO : Sonadeg “Les chanteurs de l’ombre” gant Jean Rio, Kristian le Thuault et Abdoulaye Sané.
E 1979 eo bet embannet ar bladenn vinyl “Nos horizons s’il faut les peindre” gant ar strollad “Les chanteurs de l’ombre” : Ur bladenn kanaouennoù barzhonius ha engouestlet e galleg hag e brezhoneg.
Jean Rio, Mikaël Kerné ha Thierry Gahinet o deus mesket o mouezhioù hag o c’hanaouennoù e pep korn Breizh. War o hent o deus kejet gant Kristian le Thuau hag ur griot eus Bro Senegal Abdoulaye Sané e anv.
D’an nozvezh-se, les chanteurs de l’ombre a gano deoc’h ar c’hanaouennoù eus o fladenn gozh. O barzh a gaso deoc’h en ur veaj vurzhudus e galleg, e
brezhoneg ha marteze zoken e wolofeg !
Adalek 8e noz
Digor d’an holl – Priz dieub
Kenaozet gant an ASB44
E Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan