
Sonadeg ar strollad TEMPEST – sonerezh Iwerzhon, gant un Irish session da-c’houde.
Tempest, barr-avel nevez war al leurenn iwerzhonad, a zo ar vodadeg pevar soner donezonet-kaer ha mil-brudet e Bro-Iwerzhon.
Blaithin McCann a gan e gouezeleg. Desavet eo bet en ur familh soubet er sonerezh folk ha hengounel. Tennañ a ra he sac’h-tonioù eus kontelezhioù Ard Mahcha ha Dun na nGall e lec’h he deus dastumet ur bern kanaouennoù.
Brendan Mulholland a zo anavezet evel ur soner fleüt-dreuz koad eus ar re wellañ. Sonet en deus gant ur bern sonerien ha strolladoù hengounel Bro-Iwerzhon : Realta, an triad Music in the Glen, Brid Harper, John Carty, Mary Dillon…
Aaron O’Hagan a zo ur soner, kelenner ha luder Pib-ilin ha fleüt-treuz e koad. Komañset en doa da seniñ Tin whistle gant e dad-kozh, James, a-raok bezañ stummet gant ar piper brudet eus Béal Feirste, Patrick O’Hara.
Luke Ward a zo o chom e Béal Feirste. Seniñ a ra bouzouki ha kanañ a ra. Kroget en doa en daouad gant ar soner boest an diaoul Martin Tourish (eus ar strollad Altan). Kemeret en deus perzh e strollad Maurice Lennon (soner violoñs strollad Stockton’s Wing).
Digoradur da 8e / Sonadeg da 8e30
Kreizenn Socio Culturel du Sillon – Sal Sonadeg
12 bis bali des Thébaudières
44800 Sant-Ervlan
Tram 3 Sillon de Bretagne / Bus 50 & 54 Angevinière