
Diskouezadeg : France Bihannic
Bet desavet en ur familh liammet kreñv ouzh ar mor, France Bihannic zo bet merket da-viken gant gwallzarvoud an Amoco-Cadiz pa oa 12 vloaz. Labourat a ra dreist-holl gant akrilek.
He fal zo “treuzkas ur from, ur gemennadenn” ha diskouez skeudennoù disheñvel eus ar mor. Traezhennoù ha kerreg he bugaleaj ha buhez greantel porzh kenwerzh Brest.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn al livourez : sites.google.com/view/francebihannic
Lid-digeriñ & Sonadeg enoriñ da g/Claude Besson d’ar 6 a viz Du da 8enoz