
GOULOÙ ZO : Berligou, gwin Duged Breizh
KEJADENN gant Marcel Jussiaume hag Alain Poulard, skrivagnerien al levr « Berligou, gwin Duged Breizh » (Embannadurioù an Amzer)
E 1460, e kloz ar Berligou a zo lec’hiet e Koeron e-kichen Naoned e oa bet plantet Pinot du.
Profet e oa bet neuze ar skodoù gwini kentañ gant Charlez an Her da Fañch II Dug Breizh.
Brudetoc’h-brudetañ eo deuet ar plant gwini-se da vezañ goude gweladennoù Herri IV ha Loeiz XIV er vro. Ankounac’haet tamm-ha-tamm, ken e oa war-nes mont diwar wel. Betek ma teuio ur strollad tud entanet – Strollad an 12 – da reiñ un dalvoudegezh nevez d’ar Berligou en-dro.
Marcel JUSSIAUME a zo gwiniegour ha diazezer Domani Gwenrann el Lavreer-Botorel. Kendiazezer priz meur Clémence Lefeuvre eo (diwar anv ar geginerez bet krouet an amann gwenn ganti e 1930), kenstrivadeg ar Muskadigoù gant ur bodad-barn maouezed ennañ hepken. Ezel kuzul etremicherel gwinoù Naoned eo bet ha prezidant Sindikad an Anvadurioù Muskadig. Ezel eus Strollad an 12 eo.
Gwinoniour a-vicher eo Alain POULARD e skol-veur Bourdel II, ha doktor war ar vevoniezh e skol-veur Naoned. Karget eo bet gwechall eus Ensavadur Gall ar Gwini hag ar Gwin, ha kendiazezer kevredigezh ar Berligou. Ezel eus Strollad an 12 eo ivez.
Evit an abadenn Gouloù ‘zo-mañ e kinnigomp deoc’h kejañ ouzh ar skrivagnerien-mañ hag kaout un tañva eus ar Berligou.
Priz dieub.
E kreizenn Yezhoù ha Sevenadur adalek 8eur noz.
Kinniget gant Yezhoù ha Sevenadur hag an ACB44
Evit gouzout hiroc’h : 02 51 84 16 07 – 07 49 91 44 62