Mizvezh ar Brezhoneg : Rozenn Milin hag ar yezh
Ar cheñchamant yezh eo unan eus ar cheñchamantoù brasañ a zo bet e Breizh-Izel en XXvet kantved. Penaos ez eus bet gallet mont ken buan gant ur yezh virvidik gwechall ? Petra a oa bet roll ar skolioù hag an hentennoù evel an “aroue”, pe “ar vuoc’h” ?
Respontet e vo d’ar goulennoù-se gant an istorourez ha kazetennerez Rozenn Milin, en ur gemer harp war videoioù filmet e Breizh hag en Afrika.
Prezegenn : Ar vezh hag ar c’hastum
E brezhoneg jubennet e galleg
Priz dieub
Ken aozet gant an Ajañs Sevenadurel Breizhek

