Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

DISKOUEZADEG GAËL KASPRZAK – DOUR MOR

Evit kregiñ hon c’houlzad sevenadurel nevez e tegemerimp al livour Gaël Kasprzak gant e labour diwar-benn an “Dour mor”.
 
D’ar 5 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Kerzu e c’hellot dizoleiñ livadurioù an arzour a-wechoù en ur stil skeudenniñ a-wechoù difetisoc’h. A-drugarez d’ar soutilded-se e c’hellot splujañ e-barzh an oberennoù ha kavout hoc’h hini displegadenn.
 
Digor d’an holl.
Digoust.
12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan
 
 
Hag evit gouzout hiroc’h, Gaël Kasprzak a zeuio en hor C’hreizenn Sevenadurel d’ar Meurzh 13 a viz Gwengolo evit lid-digeriñ an diskouezadeg adalek 6e30 noz.
Priz dieub.
 

Date

05 Gwe 2022 - 02 Ker 2022
Expired!

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
Category

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh

Other Organizers