Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Diskouezadeg “Micheau-Vernez hag ar gouelioù breizhek”

Eus ar 4 a viz Mae betek ar 24 a viz Even e c’hellimp dizoleiñ un diskouezadeg leun a liv hag a vuhez er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur : Micheau-Vernez hag ar gouelioù breizhek.

Robert Micheau-Vernez a ao bet ganet d’ar 16 a viz Here 1907 e Brest ha marvet e oa e 1989 er Groazig e 1989.

Loreet e voe gant Skol Arzoù-kaer Brest, ha hini Naoned e c’houde, degemeret e Skol Vroadel Uhel Arzoù-Kaer Pariz adalek miz Gwengolo 1928 betek miz Mezheven 1930, ha labouret en doa didan renerezh ar mestr Lucien Simon, hag ivez en Atalieroù Arz Sakr gant Maurice Denis.

Goude bezañ tapet e ziplom a gelenner tresan, de ezhomm evel e-leizh a arzourien yaouank e oa bet anvet e Liseoù Bastia, La Roche-sur-Yon, Brest, Lannuon, Grasse, Pont-‘n-Abad ha Kemper. 

E-keit-se ne baouezo ket Micheau-Vernez da livan morse, e-ser sevel gant kement a zonezon skeuden noù, tresadennoù, taolennoù pastel, gwerennoù-livet, ikonennoù, skritelloù, kinkladurioù hag, evel-just, traezoù feilhans a voe arouezioù ar feilhañserezh Henriot e Kemper e-pad bloavezhioù. 

An diskouezadeg-se zo un doare da lakaat war wel, dre luc’hskeudennoù, an teknikoù-se, disheñvel atav an eil re diouzh ar re all dre o ferzhioù arzel hag o livioù kreñv. Gwrac’h e oa Micheau-Vemez gant gouelioù Breizh, a oa evitañ ur vammenn grouiñ gant an emzalc’h uhel-se en taolennoù diseurt. 

Oberennoù Micheau-Vernez, modem-kenan, a zegas bepred un toufad spi, fent hag eurvad tro-dro d’ar gened. E wirionez dezhañ eo. Egenvroidi a oa chomet diseblant eston ouzh e oberennoù liesseurt. Mirdi ar Faoued en doa digoret dorioù e ved e 2009. Breizh a ra anaoudegezh hiziv gant unan eus hec’h arzourien wellan. 

 

–> Lid-digeriñ an diskouezadeg a vo aozet d’an 3 a viz Mae adalek 6e30 noz er Greizenn Sevenadurel Breizhek. Gallout a reot klevout prezegenn e vab Mikaël.

Kenaozet gant ar Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK)

Date

04 Mae 2022 - 24 Mezh 2022
Expired!

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
12 avenue de l'Angevinière, 44800 Saint-Herblain
Category

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh
Website
https://www.centreculturelbreton.fr/