
GOULOU ZO : C’HOARI ECHEDOÙ E BREZHONEG
C’hoarier echedoù a live uhel eo Brendan Budok hag ur c’helenner brezhoneg eo ivez.
Divizet en doa da liammañ e daou entan hag en doa krouet ar chadenn Youtube hag ar strollad Facebook “Echedoù e Brezhoneg”.
Dont a raio en hor c’hreizenn evit rannañ e chemet, c’hoari ganeomp ha kelenn geriaoueg resis e brezhoneg diwar-benn an echedoù. Penaos vez lavaret e brezhoneg “roquer” pe “échec et mat” ?
C’hoant ho pefe da c’houzout hiroc’h ? Deuit ! Gallout a raimp c’hoari asambles e brezhoneg ha gant plijadur evel-just.
Adalek 8e noz e Kreizenn sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur.
12 bali an Añjevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Digor d’an holl
Priz dieub