
GOULOU ZO : SKRIVAÑ BREIZH E NAONED
Naoned, kêr-benn Breizh ha kêr vras lennegezh.
Evit lakaat war wel pinvidigezh ar bedig lennegel Naoned a oa bet krouet kevredigezh ar romantourien Naonediz e 2012. Pevar ezel ar gevredigezh, Thérèse André-Abelaziz, Hervé Huguen, Gilles Tenoux ha Yannick Guilbaud, a vo en hor c’hreizenn hag a ginnigot deomp un nozvezh plijus ha divoutin. Lennadegoù c’hoariet a vo aozet ganto diwar-benn un danvez “skrivañ Breizh e Naoned”.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh, gweladennit o lec’hienn internet.
Adalek 8e noz e Kreizenn sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Gant kevredigezh ar romantourien naonediz
Digor d’an holl
Priz dieub