Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Yezhoù ha Sevenadur a tegemer OPAB

Demat dit Visant Roue. Piv oc’h ?
Rener ar Pol Studi ha Diorren en Ofis Publik ar Brezhoneg on.

Gallout a rafec’h kinnig buan-ha-buan an OPAB ? 
Ur framm publik eo an OPAB. Bodañ a ra ar Stad, ar rannvroioù hag an departamantoù evit kas ar politikerezhioù a fiziont er benveg publik ; ur gefridi ledan war brudañ ha diorren implij ar yezh zo bet roet d’an OPAB. 40 gwazour pe gwazourez publik zo ennañ, labourat a reont war an treiñ, ar panellerezh, an dermenadurezh, teknologiezhioù an niverel, an teuliaouiñ, ar sokioyezhoniezh, al liammoù gant ar strollegezhioù tiriadel, ar vugaligoù, kresk ar skolioù… 

Perak ho poa divizet dijolañ ? 
Abaoe miz Genver 2024 emañ an OPAB er greizenn e gwirionez, abaoe an treuzkas a zo bet goulennet gant ar vediaoueg KDSK da vezañ enframmet en diazezadur publik. Poellek e oa bodañ ar skipailh a-bezh en ul lec’h hepken p’hor boa burevioù e Naoned hag e S.Ervlan.

Laouen-bras eo Yezhoù ha Sevenadur o tegemer OPAB abaoe d’ar 1añ a miz Gwengolo. Perak ho peus dibabet hor C’hreizenn?
Yezhoù ha Sevenadur zo ul lec’h a-bouez evit ar brezhoneg en departamant, an OPAB a greñva plas ar yezh en ur vezañ amañ ha laouen omp o vezañ o labourat gant brezhonegerien all ivez.

Adkavit tout an titouroù diwar-benn an OPAB war o lec’hienn : https://www.brezhoneg.bzh/

Visant ROUE :
02 51 82 48 37 / 06 77 08 44 25
visant.roue@opab.bzh