E 2019 e oo ganet Radio Naoned. Skourr Radio Kerne e Bro-Naoned eo, met ivez ar media hollvrezhonek kentañ e Liger-Atlantel. Radio Kerne a skign dre gwagennoù FM Penn-ar-Bed abaoe 1998. Klevet e vez e brogrammoù 100% e brezhoneg eus dorioù An Oriant da Vrest dre ar 90.2, 92.0 ha […]
YhS
Deskiñ ha dudi e brezhoneg evit an dud deuet Er bloaz 1969 e oa bet savet Skol an Emsav (SAE) evel un aozadur sevenadurel gant Pol Kalvez, Bernez Rouz, Lukian Kergoat, Martial Ménard, Yann Guillamot ha Tangi Louarn. Kelenn brezhoneg eus un tu ha brudañ ar yezh hag ar sevenadur […]
Kentelioù an noz a zo ur gevredigezh a ginnig kentelioù hag obererezhioù e brezhoneg d’an oadourien, krennarded pe bugale. Kentelioù brezhoneg Kinniget e vez kentelioù evit an oadourien adalek fin miz Gwengolo betek fin miz Even. Padout a reont 1e30 bep sizhun (estreget ar vakañsoù hag an deizioù […]
D’al Lun 4 a viz Gwengolo hor boa kejet gant stajidi nevez ar stummadur hir Skol an Emsav. Tud plijus-kenañ eo gant buhezioù ha fromadennoù disheñvel ha gant ur pal heñvel : deskiñ ha treuzkas ar yezh. Ur stummadur a-feson a vo hag ur bloavezh plijus-kenañ, sur ! Skipail 2023-2024 […]
Skolaj Diwan Liger Atlantel 12 bali an añjevinier 44800 Sant-Ervlan Titouroù : skolaj.sant-ervlan@diwan.bzh Kuzul skoazell Blog skolajidi
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Diskouezadeg eus an 2 a viz Mae betek an 30 a viz Even gant ASB44 Digor d’an holl. Digoust Paul Corbineau, kizeller emzesket, a blij dezhañ daouhanteriñ e c’houiziegezh holloueziadurel diwar ar c’hoad hag ar gwez. Benoit Lesne a zo ul livour awenet gant ar glazadur. André Guery a zo […]
Diskouezadeg eus ar 7 a viz Meurzh betek ar 28 a viz Ebrel gant Dastum Bro Dreger Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn Titouroù : […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar Brezhoneg Setu ar programm ! Dibenn-sizhun ar 25-26 a viz C’hwevrer : Penc’herieg – Staj brezhoneg aozet gant Kentelioù an Noz Meurzh 28 a viz C’hwevrer : AlterNantes – 91 FM & 98.1 FM : Devezh gouestlet da yezhoù Breizh (e galleg) Merc’her […]
Abaoe meur a vloaz Miz Meurzh a zo Mizvezh ar Brezhoneg. Kalz darvoudoù a dalc’het a-hed ar miz e Liger-Atlantel evit treuzkas hor yezh ha rannañ hor sevenadur : diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’hoarioù, tañva d’ar yezh… Ur programm puilh evit lidañ Mizvezh ar Brezhoneg a-drugarez da galz kevredigezhioù evel-just : […]
5 bloaz zo a oa bet dilezet raktres an aerborzh e Kernitron-al-lann. Hir a oa bet ar stourm ouzh an aerborzh gant trec’h al labourerien-douar benn-ar-fin. Evit kompren anezhi e c’hellot gweladenniñ hon diskouezadeg. Kontañ a ra an istor-se, dedennus ha luziet-kennañ. Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Genver / miz Mae a zo erruet Evit lenn […]
Setu un destenn eus Tangi Manac’h, prezidant abaoe 2016. ” Demat, Goude c’hwec’h vloaz o vezañ Prezidant Yezhoù ha Sevenadur em eus divizet paouez gant ar garg-mañ. E-pad an emvod-meur diwezhañ, Stefan Geffroy an hini eo a zo bet dilennet gant ar c’huzul-merañ. Fiziañs ‘m eus ennañ evit derc’hel da […]
Evit lidañ 10 vloaz ar gouel-meur “Les Zef et mer” e vo kinniget ur c’hilsell luc’hskeudennel gant Myriam Jégat en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur. A-hed he buhez e klaske Myriam Jégat da zastum koun hag eñvor kanerien ha kanerezed, kontourien ha konterezed, sonerien ha sonerezed, skrivagnerien ha […]
Ar Greizenn Sevenadurel Breizhek a zegemer bep Yaou pe bep Gwener Kentelioù da Anne Bossard. https://www.pascaljaouen.com/
Ur gevredigezh dañs Samba eo Timba ‘Son Ar gelennerien : Rudy et Kelly. Dañsourien entanet eo Rudy ha Kelly. Brudet-meurbet int e Naoned abaoe 10 vloaz dija. A-drugarez dezho e c’hellot dañsal ha deskiñ meur a deknik gant plijadur. D’ar Meurzh 7e30-8e30 noz : Kentelioù salsa eus Kuba evit an deraouidi (« […]
Ar Greizenn Sevenadurel Breizhek hag ar c’h/ KDSK a vo digor d’ar Sadorn 17 ha d’ar Sul 18 a viz Gwengolo e framm Devezhioù ar glad. An tem dibabet er bloaz-mañ a zo “ar Glad padus”. Mediaoueg KDSK a vo digor d’ar foran diouzh ar Sadorn hag ar Sul evit kinnig e […]
D’al Lun 5 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz. Kejet hor boa gant ur strollad nevez leun a startijenn gant kalz raktresoù ha sichant-kenañ. O teskiñ brezhoneg e vimp a-hed 6 miz a-drugarez d’ar stummerien disheñvel hag a-feson. Laouen omp o tegemer anezho e Yezhoù ha […]
Setu distro-skol ar c’hevredigezhioù e Yezhoù ha Sevenadur. Meur a zudi a zo kinniget bep bloaz en hor c’hreizenn : kentelioù e brezhoneg evel-just ha kan, sonerezh, dañs, yoga, broderezh… Kavout a reot a-is roll an obererezhioù reoliek, dreist-holl sizhuniek, kinniget en distro-skol 2022-2023 : D’AL LUN Bodad komz e […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Evit kregiñ hon c’houlzad sevenadurel nevez e tegemerimp al livour Gaël Kasprzak gant e labour diwar-benn an “Dour mor”. D’ar 5 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Kerzu e c’hellot dizoleiñ livadurioù an arzour a-wechoù en ur stil skeudenniñ a-wechoù difetisoc’h. A-drugarez d’ar soutilded-se e c’hellot splujañ e-barzh an […]
C’hoarioù kentañ a vo dalc’het e kreiz-kêr Naoned adalek ar 1añ betek an 10 a viz Gouere 2022. Muioc’h a 100 000 den a zo gortozet d’ar gouel dreistordinal-mañ. Kinniget e vo kenstrivadegoù sport (paledoù, sachañ war an tortis, bannañ ar voutellenn blouz, mell-droad ouezelek…) ouzhpenn darvoudoù sevenadurel (sonadegoù, festoù-noz, […]
5 bloaz zo e oa c’hoazh ur sapre chanter e savadur Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan… Hag un nebeut mizioù war-lerc’h e oa digoret mediaoueg nevez KDSK ! Hiziv an deiz ez eo implijet war ar pemdez an 3600 m2 a savadurioù merret gant Yezhoù ha Sevenadur […]
Kregin a ra Fête de la Bretagne / Gouel Breizh hiriv – betek 22 a viz Mae ! An dibenn-sizhun-mañ : Festival ANNE De BRETAGNE e Sulieg / Diskouezadeg el levraoueg, lazoù-kanañ, fest-noz, hag all.
E-pad tost 4 bloaz eo bet Ewan Thebaud kenurzhier YhS. Plijet omp bet gant e labour a-feson, e zibresded hag e vadelezh. Raktresoù all a zo gantañ bremañ. Kalz a blijadur hag a verzh a hetomp dezhañ. Trugarez vras dezhañ evit ar pezh en deus graet evit Yezhoù ha Sevenadur. […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg : abaoe c’hwec’h vloaz dija ! Diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’horioù ha kalz traoù disheñvel tro-dro ar brezhoneg evit kehentiñ diwar-benn hon yezh ha rannañ hon sevenadur. Ar bloaz-mañ a vo puilh ha liesseurt e Liger-Atlantel c’hoazh. Goulennit ar program […]
Mizvezh ar Brezhoneg a glask treuzkas ar brezhoneg ha kehentiñ diwar-benn ar yezh. Da skouer, penaos deskiñ ar brezhoneg ? A-hed Mizvezh ar Brezhoneg meur a skol Diwan a zigor o dorioù. “E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant […]
Disadorn, d’an 19 a viz C’hwevrer e vo an deiz-ha-bloaz ispisial : kant vloaz ar radio ! AlterNantes FM a pedo ac’hanoc’h er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur evit lidañ an darvoud : abadennoù radio dibar, diskouezadeg dedennus evit displegañ istor ar radio, kejadennoù gant tud a-feson. Deuit er […]
Emaomp o klask ur G.C’HENURZIER.EZ SEVENADUREL KEFRIDI : Dindan karg ar Prezidant ha gant asant Burev ar gevredigezh e vo : – kendivizer.ez ar c’hevredigezhioù degemeret war an dachenn. Respont da c’houlennoù an dud ha frammoù an diavaez. Sevel ha hizivaat steuñv oberennoù reoliek pe boentel ar c’hevredigezhioù, embregerezhioù, […]
Distro-skol ar ch’evredigezhioù e vo e miz Gwengolo ha miz Here. Dizoloit an dudioù kinniget e kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur : Brezhoneg : Eurvezhioù : Lun 3e : Bodad-komz Lun 8e : live + Meurzh 10e : Kentel komz Merc’her 3e30 : Kentel komz Merc’her 5e30 : Kentel komz […]
32vet Gouel Celtomania Adalek ar 1añ a viz Here betek an 27 a viz Du 2021 e vo 32vet gouel Celtomania e meur a kerioù e Liger-Atlantel. 2 viz evit ober anaoudegezh gant sevenadur brezhonek ha keltiek gant darvoudoù a bep seurt : diskouezadegoù, sine-sondaeg, nozvezhioù lennegel, fest-noz, sonadegoù, pourmenadennoù. […]
Kinnig labour – ASEM – Diwan Sant-Ervlan Kefridi : Dindan kiriegezh renez/skolaer ar skol, e viot e karg Degemer bugale ar c’hlasoù divyezhek (tro dro 18 bugel evit ar re vihan). Aozañ obererezhioù pedagogel. Ober war dro ar vugale ha plediñ ouzh o surentez. Ambroug ar vugale e deskerezhioù […]
Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit ! Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher. Penaos kemer perzh ? Lennit ar reolennoù o klikat amañ. Tennit ho foto bravañ ! Ouzhpennit un […]
Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit ! Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher. Penaos kemer perzh ? Lennit ar reolennoù o klikat amañ. Tennit ho foto bravañ ! Ouzhpennit un […]
ADDIGORADUR KDSK Goude ur prantad hir a genfinañ e vo adlañset obererezhioù KDSK adalek ar Yaou d’an 20 a viz Mae (14h). Aotreet e vo tremenerezh er vediaoueg ha sellet ouzh al levrioù war al lec’h : 20 den asambles er sal (tro-dro 8 m2 evit pep den), 1 […]
Post labour : Buhezour.ez atalieroù radio Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021 Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper Implijer : Radio Naoned Kefridi : An animatour.ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an obererezhioù […]
Ur sapre avañtur eo bet digeriñ RADIO NAONED ! Heuliet omp bet gant kameraioioù Anne Gouerou ha Kenan an Habask e-pad ur bloavezh hanter. Disoc’h o labour, un teulfilm 49mn, ‘vo skignet a dammoù adalek an 10 a viz Genver bep Sul vintin da 10e10 war Frañs 3 Breizh e […]
Da heul an titouroù diwezhañ roet gant an gouarnamant eo dav d’al lec’hioù a zegemer tud chom serret. Ret eo da Yezhoù ha Sevenadur cheñch deiziad evit adkregiñ an obererezhioù. Ne vo ket posupl adkregiñ ganto a-raok ar 7 a viz Genver 2021 ha hervez enkadenn yec’hedel hag erbedadennoù gouarnamant […]
Ar gevredigezh Gobinda a ginnig atalieroù Kundalini Yoga, prederiañ ha diorroadur personnel. E Yezhoù ha Sevenadur e vez aozet kentelioù Kundalini Yoga bep lun noz. Gobinda Yoga : Postel : Formulaire en ligne Lec’hienn internet : https://www.gobinda.fr/
Kinniget eo gant ar gevredigezh EtCeltera kentelioù ha stajoù dañs Bro-Iwerzhon. Savet eo bet gant ar gevredigezh ur skipailh kevezadeg hag ur strollad arvest a dañs er rannvro (ha pelloc’h !…). Mathilde Rio, coach ha korollourezh, a ra war dro ar strollad arvest ha skipailh kevezadeg. Labourat a ra gant […]
Peseurt dudioù kinniget e Yezhoù ha Sevenadur Yezhoù, sonerezh, sportoù, kalz traoù a zo d’ober e kreizenn yehzoù ha Sevenadur ! Dudioù dre zanvez E brezhoneg Bodad-komz ha kentelioù brezhoneg gant Kentelioù an Noz Stal liesarzoù ha c’hoariva e brezhoneg gant Mil Tamm Qi gong e brezhoneg ha galleg gant […]
Distro-skol Skol an Emsav D’ar 7 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz gant ur strollad nevez. 14 den zo o teskiñ brezhoneg e Yezhoù ha Sevenadur e-pad 6 bloaz gant Skol an Emsav e Sant-Ervlan. Evit ar re mennet e vo posupl kenderc’hel gant ur stummadur […]
An distro-skol 2020 Distroet eo ar vugale d’ar skol d’ar Meurzh 1añ a viz Gwengolo. Ur bloavezh nevez gant plegoù disheñvel, met laouen e oa ar vugale da zistreiñ d’ar skol memestra. Youn ha Solena 14 bugel a zo e Youn ha Solena bremañ. 5 bugel nevez a zo erruet […]
Eus an 21 d’an 29 a viz Mae 2021 e vo redet Redadeg 2020 Kengret, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur eo ar Redadeg. Tremenet e vez dre 5 departamant Breizh abaoe 2008 bep eil bloaz. Abalamour d’ar c’horonavirus ‘vat e vo redet an 2020 km raktreset ar bloaz-mañ […]
Gorread : 58 m² Dalc’had : 30 den azezet / 50 war-sav Mont tre TDK Leur : Moketenn Dafar war al lec’h : 30 kador 15 taolioù hiniennel Taolenn wenn gant kraionnoù ispisial Videobanner ha skramm (orjalenn HDMI) WiFi digoust war c’houlenn Dafar ouzhpenn war c’houlenn (kadorioù, …) Arabat butuniñ. […]
Gallout a ra bezañ implijet evit dudioù, sport, obererezhiuoù hevoud : dañs, qi gong, yoga, c’hoariva… Gorread : 101 m² Dalc’had : 80 den war-sav Mont-tre TDK Leur : parked Dafar war al lec’h : Gwiskva kemmesk Sal-stokañ war c’houlenn Moketenn lem-laka war c’houlenn Arabat butuniñ er savadur Difennet d’al […]
A-wel d’an dilennadegoù-kêr e Meurzh 2020 eo bet kaset gant kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur ul lizher da bep den war ar renk e Sant-Ervlan. Resevet eo bet ur respont divyezhek gant roll Saint-Herblain en commun, kinniget gant Jean-François Tallio. Gallout a rit lenn al lizher o klikañ war al […]
A-wel d’an dilennadegoù-kêr e Meurzh 2020 eo bet kaset gant kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur al lizher dindan da bep den war ar renk e Sant-Ervlan : Monsieur, Le Centre culturel breton Yezhoù ha Sevenadur (« Langues et Culture »), créé en 2008, s’est installé en 2016 sur le site de l’Angevinière, […]
Rakreset eo bet gant Yezhoù ha Sevenadur abaoe pell ober war dro ar savadur D. Un nebeud labourioù livaj a chom d’ober evit lakaat bravoc’h ha plijusoc’h al lec’h. Profitañ a rimp d’ar vakañsoù skol an hollsent evit ober al labourioù-se. Evel just evit bezañ efedusoc’h e vefe mat bezañ […]
VOTADEG FORAN ENLINENNKASIT AR GEMENADENN TRO-DRO DEOC’H ! Votit evit ho kanaouenn muiañ karet Digor eo ar votadeg eus an 2 betek ar 16 a viz HereEvel e 2018 e vo deoc’h da votiñ evit dibab kanaouenn ofisiel Redadeg 2020. Honnezh a vo an hini a roio lusk ha youl d’ar […]