![](https://i0.wp.com/www.centreculturelbreton.fr/wp-content/uploads/2021/12/Kanan-er-skol-skritell-bihan-3.jpg?fit=420%2C594&ssl=1)
Diskouezadeg “Kanañ er skol”
Diwanet eo bet ar mennozh ur wech embannet al levr-CD 1, 2, 3… Kanañ a ri ! Un dra vat eo ober ul levr hag enrollañ kanerien ha kanerezed, met ret eo ivez reiñ buhez d’an oberenn-se er skolioù. Ha setu kroget ar preder war ar c’hanañ er skol gwechall ha bremañ.
Dreist e vefe ma c’hallfe an diskouezadeg-mañ reiñ muioc’h a blijadur da ganañ er skolioù. Ha pegen brav e vefe gwelet skolidi a bep seurt oad o kanañ a-bouez-penn gant tud koshoc’h tro-dro d’an diskouezadeg-mañ !
Gallout a rit gweladenniñ an diskouezadeg enlinenn amañ.
Ha kanaouennoù ha filmoù da selaou amañ !