Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

KEJADENN / BAZHVALAN gant Yvonne Coz hag Armand Tosser

Emgav evit treuzkas ha legadiñ ar brezhoneg hag ar sevenadur stag outan.

Deuit e darempred gant brezhonegerien a-vihanik, eus ur rummad all, ur parlant dezho livet gant troioù-lavar, doareoù-komz, ur pouezh-mouezh a zigas frondoù c’hwek krampouezh krazet mamm-gozh… war billig ar billig tomm.

Tem an abadenn : “E retred e Naoned… hag ar brezhoneg bepred ?”

Toullet vo kaoz war buhez pemdez ar retredidi prest da ziduiñ o amzer vak !
Petra ober gant ar brezhoneg er familh, gant mignoned-ezed, er gevredigezh (dudioù, darvoudoù sevenadurel, sportoù…) amañ e-giz-mañ e Bro-Naoned ?

Gant Yvonne Coz, ganet e Bro Vigoudenn hag Armand Tosser, ganet ar ar Menez Are.

Digoust ha digor d’an holl. Merenn vihan vo tapet asambles a-raok mont d’ar gêr. 

Date

17 Meu 2022
Expired!

Time

14 h 30 min

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
Category

Organizer

Ar Falz