Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Lid-digeriñ diskouezadeg Luc’hskeudennoù “Etre lann ha goemon, kizidigezh ouzh Breizh ouez”

Abaoe 40 vloaz e rann ar gevredigezh Luc’hskeudennerien Loened Breizh kaerded ar vuhez dre boltredoù. Evit al laboused, ar bronneged, ar pesked, ar bleunioù hag an amprevaned e chom o buhez ouez daoust da gresk ar boblañs.
 
“Etre lann ha goemon, kizidigezh ouzh Breizh ouez” a zo o pevare levr.
Al lann a daolenn al lanneier, ar c’hleuzioù girzhier. Ar goemon, meskaj bezhin ruz ha gell, a ziskouez splann pinvidigezh ar mor, an iod, strad ar mor hag an aod vev.
El levr ez eus 9 metoù naturel disheñvel luc’hskeudennet.
 
An diskouezadeg-mañ a ginnig un dibab 40 skeudenn tennet eus daou vetoù naturel : ar stankoù hag ar stêrioù & ar c’hoadoù hag ar goadeg.
 
 

Gortoz a raimp ac’hanoc’h evit al lid-digeriñ adalek 6e30noz.

Digor d’an holl
Ken aozet gant an ASB44

Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier
44800 Sat-Ervlan

Titouroù : 07.82.70.15.14 – yezhou@yhs.bzh

Date

14 Mae 2024
Expired!

Time

18 h 30 min

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
12 avenue de l'Angevinière, 44800 Saint-Herblain

Other Locations

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh
Website
https://www.centreculturelbreton.fr/

Other Organizers