Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Staj war ar brezhoneg

Staj war ar brezhoneg eus ar 5 d’an 9 a viz Gouere 2021 – Naoned e brezhoneg

Staj war ar brezhoneg digor d’an holl liveoù !

Skol an Emsav (Roazhon) ha Kentelioù an Noz (Naoned) a ginnig deoc’h ur sizhunvezh staj dudius, plijus ha pleustrek en ur greizenn gouestlet d’ar brezhoneg e Bro-Naoned. Ur staj bod-ha-boued e vo ivez, evit ar re o devo c’hoant da vrezhonegañ noz-ha-deiz e-pad ar sizhun (predoù, beilhadegoù…). Kentelioù a vo war an deiz ha meur a live a vo kinniget. Pep hini a c’hallo mont war-raok, diouzh he/e lusk ha diouzh he/e live.

Maouezed an Naoned – Les Femmes de Nantes

E 2021 e kinnig ar skipailh mont da zispenn roudoù maouezed eus Naoned dibar o flanedenn. En o zouez, ar gourserez Julienne David, ar skrivagnerez hag arzourez Claude Cahun, ar rezistantez Josette Bocq, hag evel-just, an hini vrudetañ moarvat, Anna Vreizh. Mont da vale ha da weladenniñ Naoned war seulioù ar maouezed dreist-ordinal a vo graet, kement hag ober gant ar brezhoneg e-maez ar c’hentelioù. Un digarez a-feson da bleustriñ war ho prezhoneg gant plijadur !

Enskrivadur enlinenn pe Fichenn enskrivadur

Koust ar staj :

Bod ha Boued – Priz leun 330€
Bod ha Boued – Priz digresket 260€
Kentelioù hepken – Priz leun 260€
Kentelioù hepken – Priz digresket 210€
CPF 600€
Studierien Master I MEEF (testeni rag/enskrivadur da reiñ) 220€
  • Mizoù da lakaat e anv : 50 €
  • Priz digresket evit an dud dilabour, ar studierien, al liseidi, hag evit an dud zo gant skoazelloù sokial.
  • Ma vefe nullet ar staj abalamour da epidemiezh ar c’horonavirus e voc’h digollet 100%.
  • Goude resev ho koulenn da lakaat hoc’h anv (dre Google Form pe dre baper) e teuimp e darempred ganeoc’h gant ul liamm Paypal da baeañ ar mizoù enskrivañ.
  • Ma fell deoc’h paeañ dre chekenn : lakaat an urzh da Skol an Emsav ha kas ho chekenn hag ho fichenn enskrivañ da Skol an Emsav

Titouroù :

Date

05 - 09 Gou 2021
Expired!

Time

9 h 00 min - 18 h 00 min

More Info

Enskrivadur

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
Category

Organizer

Kentelioù an Noz