Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Ar Redadeg e 2021

Eus an 21 d’an 29 a viz Mae 2021 e vo redet Redadeg 2020

Kengret, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur eo ar Redadeg. Tremenet e vez dre 5 departamant Breizh abaoe 2008 bep eil bloaz. Abalamour d’ar c’horonavirus ‘vat e vo redet an 2020 km raktreset ar bloaz-mañ e miz Mae 2021.

Goude bezañ kaozeet gant an dud a youl-vat, aozerien al loc’hañ e Karaez hag an degouezh e Gwengamp en deus divizet Kuzul-merañ ar Redadeg e vefe redet Redadeg 2020 etre an 21 hag an 29 a viz Mae 2021.

Hor pal kentañ zo degas ar skoazell prometet da raktresoù 2020 ha da rouedad ar skolioù Diwan. Dalc’homp ganti eta evit gwerzhañ ar 1220 kilometr a chom a-raok fin ar bloavezh 2020 !

War an ton bras e vo lidet ar Redadeg a zeu ! Pedet ‘vez ar re o deus prenet o c’hilometr da virout anezho evit ma vefe redet ganto e miz Mae 2021. Evit ar re n’o deus ket graet c’hoazh ez eus tu mirout/prenañ o c’hilometr enlinenn war hon lec’hienn internet www.ar-redadeg.bzh. Lakait hoc’h anv, skrivit anv an dud a vo douget ar vazh-test ganto ha prientit ho mousc’hoarzhoù evit ar poltredoù !

* Adkavit ar raktresoù arc’hantaouet e 2020 war hon lec’hienn internet : https://www.ar-redadeg.bzh/br/raktresou-arc-hantet/

Darampred : www.ar-redadeg.bzh

  • Kehentiñ : Cyril Lelong, 06 13 30 19 49 / 09 54 96 47 72.
  • Kenurzhiañ : Katelin al Lann, 06 71 23 36 42 / 09 61 20 26 11.