Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

An distro-skol er skolioù

An distro-skol 2020

Distroet eo ar vugale d’ar skol d’ar Meurzh 1añ a viz Gwengolo. Ur bloavezh nevez gant plegoù disheñvel, met laouen e oa ar vugale da zistreiñ d’ar skol memestra.

Youn ha Solena

14 bugel a zo e Youn ha Solena bremañ. 5 bugel nevez a zo erruet ha 4 a zo aet d’ar skol Diwan.

Gouzout muioc’h diwar-benn Youn ha Solena : Youn ha Solena

Skol Diwan Sant-Ervlan

Degemeret eo 46 bugel. Ur c’hlas nevez zo bet digoret er skol Diwan, 3 c’hlas zo bremañ neuze. Ar skipailh zo bet cheñchet un tamm ivez. Gireg, Felicia ha Valérie o deus degemeret ur c’helenner , Jerom, un ASEM, Lounis hag ur buhezour Aorelian.

Gouzout muioc’h diwar-benn ar skol : Skol Diwan Sant-Ervlan, AEP Skol Diwan Sant-Ervlan ha Brezhoneg evit ar Vugale (Skoazell skol Diwan)

Skolaj Diwan Liger-Atlantel

65 skolajiad a zo ar bloaz-mañ er skolaj : 18 e 6vet, 20 e 5vet, 14 e 4vet ha 13 e 3de. Chechamentoù zo er skipailh ivez, degemeret eo bet Guillaume, kelenner nevez war an Istor-Geografiezh, Sophie ha Quentin evel animatourien.

Gouzout muioc’h diwar-benn ar skolaj : Skolaj Diwan Liger-Atlantel