Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Kanaouenn ofisiel Redadeg 2020

VOTADEG FORAN ENLINENN
KASIT AR GEMENADENN TRO-DRO DEOC’H !

Votit evit ho kanaouenn muiañ karet

Digor eo ar votadeg eus an 2 betek ar 16 a viz Here
Evel e 2018 e vo deoc’h da votiñ evit dibab kanaouenn ofisiel Redadeg 2020. Honnezh a vo an hini a roio lusk ha youl d’ar rederien a-hed o c’hilometr(où) !

8 kanaouenn a zo war ar renk.

Lod a chom da beurlipat a-fed sonerezh pe pozioù pe distagadur. Ne rit ket bil : skoazellet vo an hini a vo trec’h gant ar Redadeg evit se.

Neuze grit ho soñj kentoc’h war al lusk, an ton, an danvez…

Selaouit aketus neuze ha votit, n’eus ket ’met klikañ war ar bouton a-gleiz d’ho kanaouenn muiañ karet ha kadarnaat en traoñ a-zehou.

Diwallit : Ur vouezh nemetken dre chomlec’h IP. Komzit gant ho klasad / en tiegezh  a-raok klikañ !

Evit votiñ, klikit war al liamm amañ dindan : https://www.ar-redadeg.bzh/br/kanaouenn/article/kanaouenn-2020-votadeg

Redadeg 2020