Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Radio Naoned

E 2019 e oo ganet Radio Naoned. Skourr Radio Kerne e Bro-Naoned eo, met ivez ar media hollvrezhonek kentañ e Liger-Atlantel.

Radio Kerne a skign dre gwagennoù FM Penn-ar-Bed abaoe 1998. Klevet e vez e brogrammoù 100% e brezhoneg eus dorioù An Oriant da Vrest dre ar 90.2, 92.0 ha 97.5 Mhz. Moaien zo selaou dre ar bed a-bezh ivez gant al lec’hienn internet www.radiokerne.bzh pe an arloadoù a vod radioioù ar bed.


Programmoù evit an holl

Evel an holl radioioù lec’hel eo Radio Naoned ul liamm padus etre an tachennoù ekonomikel, sevenadurel ha sokial e Bro-Naoned.

Ar c’hopridi hag ar gopradezed e karg eus ar produiñ keleier a ra atersadennoù pe reportajoù da lakaat war-wel pinvidigezh tud oberiant ar vro hag o intrudu. Lakaet e vez da glevet dre hor gwagennoù kement tra a sell ouzh sevenadur Breizh, met ivez an ekonomiezh sokial ha kengred, ar stourm a-enep ar gwallziforc’hioù, an endro hag eskoriñ an arzourien hag arzourezed lec’hel.

Kinniget e vez 60 eurvezh a abadennoù brezhonek bep sizhun, evit ar re vras koulz hag ar re vihan. Lod an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenbroduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Radio Kerne). Abadennoù ‘zo, produet gant Radio Naoned a c’hell bezañ klevet dre gwagennoù Alternantes FM, Radio BOA (e Breizh melestradurel) pe Quartier des Ondes (Roazhon).

Skignañ a reomp ivez, ar c’heleier produet div wech an deiz gant Radio Breizh.

Brudet eo Playlist Radio Naoned evit lakaat war-wel arzourien hag arzourezed ar vro kemend-se o chom digor war ar pezh a vez produet er bed a-bezh. Un dibab sonerezh a live gant ar radioioù modernañ hag a sach kalzig a selaouerien·ezed davedomp, brezhonegerien·ezed pe get.

Frekañsoù niverel (DAB+)

Radio Naoned a skign en DAB+ e Bro-Naoned. DAB+ eo anv an norm skignañ dibabet evit ar Radio Niverel Douarel. Dianav a-grenn eo ar Radio Niverel Douarel e Breizh padal eo anavezet mat e darn eus ar broioù european e lec’h ma vo lazhet an FM dizale evit chom gant an DAB+ hepken. Kevatal eo
ouzh an TNT evit ar skinwel. Bro-Frañs n’eus paket tost 15 vloaz dale war an danvez-mañ, met aze emañ ar raktres war an hent mat en-dro : emañ an ARCOM gant ur steuñv diorren hag ouzhpenn 50% eus an tirriad broadel zo goloet bremañ gant ar radio niverel.

Ur wagenn niverelaet ha kompreset eo an DAB+ a vez skignet gant ar radioioù en hertzian met war bandennoù frekañsoù disheñvel ouzh hini an FM. Moaien zo kas titouroù ouzhpenn ar son war ar bandennoù-se : skeudennoù, skridoù ha videoioù… Ret eo d’an dud prenañ postoù radio nevez evit
degemer an DAB+. Kavet vez ar postoù-se en holl stalioù dija. Postoù gant un degemer doubl : FM ha DAB+.

Radio Naoned
2 bis allée Henri Farman
44800 Saint-Herblain
02.28.91.03.75 – 07.66.14.35.68

Melestradurezh : melaine@radiokerne.bzh
Skridaozañ : raphael@radionaoned.bzh
www.radiokerne.bzh