Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Trugarez dit Aude !

Laouen e oamp o tegemer Aude de la Mettrie, stajiadez Skol an Emsav. Kinnig a ra he raktres :

Kroget em boa stummadur Skol an Emsav e miz Gwengolo e Dinan.
Huñvreal a ran ul lec’h leun a brezhoneg e Dinan. Kalz tud vez komzet brezhoneg e kêr Dinan pe zo dedennet gant ar yezh hag ar sevenadur breizh. Aozet e vez darvoudoù gant skol Diwan met fellout a rafe din ober muioc’h.

Setu perak em eus c’hoant da sevel un Ti ar Vro e Dinan. Bez ez eus Tiez ar Vro e Roazhon, Sant Brieg ha Pondi met netra etrezo. Un dachenn da leuniañ eo.
Divizet em boa d’ober ma staj e Yezhoù ha Sevenadur rak un Ti ar Vro eo. Komzet e vez Brezhoneg gant kalz kevredighezhioù, obererezhioù evit brudañ ar yezh ha ar sevenadur breizh : ur bed e brezhoneg ! Kalz alioù ha titouroù dedennus ha talvoudus em boa kavet amañ evit ma raktres.
Kalz labour a vo ganin met mennet ha leun a startijenn on !