2006-2026 : Lidet e vo 20 vloaz Yezhoù ha Sevenadur er bloaz-mañ. Muioc’h c’hoazh 10 vloaz zo eo en em staliet hor c’hevredigezh e bali an Añjevinier, pezh zo bet ur bazenn a-bouez evit he diorren. Evit lidañ an deiz-ha-bloaz-mañ evel m’eo dleet, e vo aozet un diskouezadeg kilsell ispisial […]
Yearly Archives: 2025
Diskouezadeg eus ar 5 a viz Du betek an 19 a viz Kerzu 2026d’al Lun betek ar Gwener etre 9e ha 5e 07.82.70.15.14 / 07.50.50.43.58
Gwener 17 a viz Here 2025 e Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur : Itron Karine Daniel, senedourez Liger-Atlantel hag Aotrou Molac, prezidant Ofis Publik Ar Brezhoneg a zo deuet evit kinnig danevell ar gefridi kelaouiñ parlamantel Lezenn Molac
Demat dit Visant Roue. Piv oc’h ?Rener ar Pol Studi ha Diorren en Ofis Publik ar Brezhoneg on. Gallout a rafec’h kinnig buan-ha-buan an OPAB ? Ur framm publik eo an OPAB. Bodañ a ra ar Stad, ar rannvroioù hag an departamantoù evit kas ar politikerezhioù a fiziont er benveg publik […]
Un dañs diouzh ar c’hiz, fun ha teknikel, a zo ar West Coast Sing hag a vod an holl. Dont eus an dañsoù swing ha blues e vez pleustret an dañs-mañ war an holl sonerezhioù a blij deoc’h : pop, rock, R&B, rap… Met diwallit : un dañs adiktivel eo. […]
A-benn bloaz e vo Degouezh ar Redadeg 2026 e Naoned : notennit an deiziad dija, ha pedit mignonezed ha mignoned d’an darvoud ! Evit gouzout hiroc’h : facebook.com/Naoned2026
Daou ziskouezadeg kaer : Jean-Yves André Meurvein Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed Eus ar 1añ a viz Ebrel d’ar 27 a viz Even 2025 Eskemmoù dedennus-meurbet diwar-benn ar meurvein en istor hag e-barzh hor penn a-drugarez d’an diskouezadeg-se. Trugarez da Jean-Yves André. Lévénès de Cleden-Poher War hent Kledenn-Poc’hêr : gwiskamantoù Breizh Eus […]
Distro-skol nevez e kreizenn sevenadurel breizhat Yezhoù ha Sevenadur, hag ur programm nevez dindan arouez an dour, elfenn kaer-meurbet e kalon ar Vretoned ha siwazh, saotret re alies. Digeriñ a raimp ar c’houlzad gant un diskouezadeg tennet diouzh ar vandenn-dreset « mallusted an dour – enklask er vammenn » gant […]
Evit ar wech kentañ e oa degemeret ar gevredigezh KEAV gant hor c’hreizenn evit un dibenn-sûn BEF – Brezhoneg Er Familhoù. Pal ar staj eo sklaer : komz e brezhoneg er familhoù, etre an holl familhoù.An dud hep bugale a oa degemeret mat ivez evit sikour ar familhoù evit ober […]
Stajoù brezhoneg – Stages de breton Setu ur renabl talvousu-kenañ graet gant an ACB44. Merci à elle ! Eusa / Ouessant : 14 au 18/04 – StumdiDinan : 19 au 20/04 – Skol an EmsavNaoned / Nantes : 2 au 4/05 – KEAVKervignag / Kervignac : 29/05 au 1/06 – […]
Jean-Yves André zo un arzour eus Penn-ar-Bed (ha brezhoneger) gant levezonoù liesseurt : livour, tresour, engravour ivez. Degemer a raimp meur a dresadenn meurvein evit un diskouezadeg eus miz Ebrel betek miz Even 2025. Entanet / Boemet gant ar meurvein e foete bro Penn-ar-bed ha Mor-Bihan evit tresañ peulvanoù, taolioù-maen […]
Laouen-bras e vimp o tegemer ar gevredigezh KEAV en deroù miz Mae evit ur staj BEF – Brezhoneg Er Familhoù – 100% e brezhoneg evel-just ! An dud hep bugale a vo degemeret ivez evit sikour familhoù d’ober war-dro pe komz d’o bugale. M’ho peus dedennet, kit e darempred gant […]
E luc’hskeudennerez en e zorn, aet e oa Lévénès de Kleden-Poc’hêr da gejañ gant dañserien kelc’hioù keltiek er 5 departamant Breizh evit tapout poltredoù dañserien. Brav-eston eo an disoc’h ! Pep luc’hskeudenn a vez adwelet ha frammet goude-se. Gant al labour dreistordinal-se, n’ouzer ket mui hag-eñ e vez anv eus […]