Kinniget eo gant ar gevredigezh Breizh Jiggers kentelioù ha stajoù dañs Bro-Iwerzhon.
Savet eo bet gant ar gevredigezh ur skipailh kevezadeg hag ur strollad arvest a dañs er rannvro (ha pelloc’h !…).
Mathilde Rio, coach ha korollourezh, a ra war dro ar strollad arvest ha skipailh kevezadeg. Labourat a ra gant kevredigezhioù all deus ar vro evit kinnig kentelioù d’an holl.
Kentelioù dañs a zo aozet e Yezhoù ha Sevenadur d’ar Merc’her etre 6e30 ha 9e30, hervez al live.
Breizh Jiggers
- Stéphanie : 07 60 72 75 17
- Postel : furmskrid enlinnen
- Lec’hienn internet : https://www.breizhjiggers.com/