Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Distro stajidi Skol an Emsav

D’al Lun 4 a viz Gwengolo hor boa kejet gant stajidi nevez ar stummadur hir Skol an Emsav. Tud plijus-kenañ eo gant buhezioù ha fromadennoù disheñvel ha gant ur pal heñvel : deskiñ ha treuzkas ar yezh.
Ur stummadur a-feson a vo hag ur bloavezh plijus-kenañ, sur !
Skipail 2023-2024
 

Laouen omp o tegemer anezho e Yezhoù ha Sevenadur ha reiñ a raimp deoc’h keleier a-hed ar bloaz.

Dedennet oc’h gant ar stummadur ?
Moaien zo da genderc’hel gant ur stummadur 3 miz ouzhpenn evit mont pelloc’h gant ar yezh adalek miz Genver.

Na chomit ket etre daou ha kit darempred gant Skol an Emsav dre bellgomz 02 99 38 75 83 pe dre bostel degemer@skolanemsav.bzh

 

/// Ouzhpenn-se \\\

Bez ez eus kentelioù sizhuniek e Roazhon pe a-bell.

Evit gouzout hiroc’h : http://www.skolanemsav.bzh/