Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Kenstrivadeg foto

Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit !

Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher.

Penaos kemer perzh ?

  1. Lennit ar reolennoù o klikat amañ.
  2. Tennit ho foto bravañ !
  3. Ouzhpennit un titl, un destennig displegañ, lec’h ha deiziad ar skeudenn
  4. Kasit pep tra dre bostel da yezhou@yhs.bzh gant an danvez-mañ : « Concours photo YhS ». Na zisoñjit ket skrivañ hoc’h anv, anv bihan, niverenn pellgomz ha postel.

Votadeg war internet etre ar 15 hag an 31 a viz Here 2021. Disorc’hoù e kreizh miz Du 2021 !

Ar prizioù :

  • Priz 1añ : Dibenn-sizhun evit 2 Breizhbox (talvoud 149€) + koumanant KDSK + deiziadur Diwan 2022 (talvoud hollek 200€)
  • 2il priz : Dibenn-sizhun evit 2 Breizhbox (talvoud 79€) + koumanant KDSK + deiziadur Diwan 2022 (talvoud hollek 150€)
  • 3de priz : Paner lipous 50€ + koumanant KDSK + deiziadur Diwan 2022 (talvoud hollek 100€)
  • 4e priz : Paner lipous 25€ + koumanant KDSK + deiziadur Diwan 2022 (talvoud hollek 50€)

Adkavit reolennoù ar genstrivadeg o klikiat amañ.

 

Titouroù : Yezhoù ha Sevenadur – yezhou@yhs.bzh – 07 82 70 15 14 – www.yezhouhasevenadur.bzh