Distro-skol nevez e kreizenn sevenadurel breizhat Yezhoù ha Sevenadur, hag ur programm nevez dindan arouez an dour, elfenn kaer-meurbet e kalon ar Vretoned ha siwazh, saotret re alies.
Digeriñ a raimp ar c’houlzad gant un diskouezadeg tennet diouzh ar vandenn-dreset « mallusted an dour – enklask er vammenn » gant ar Redonad Christian Baudu. Un digarez evit un heuliad prezegennoù, abadennoù skingomz ha skignañ teulfilmoù diwar-benn temoù an douaroù, kalite an dour, an adlodennañ hag an agrobouederezh….
Da-heul e vo un diskouezadeg livadurioù gant France Bihannic, un arzourez deuet eus Penn-ar-Bed. Desavet eo bet en ur familh hag he doa liammoù bras gant ar mor. Merket eo bet a-viskoazh gant an Amoco Cadiz pa ne oa nemet 12 vloaz. Abaoe n’he deus ket paouezet da livañ ar mor, ar porzhioù, ar bigi hag ar saotradur.
Evel bepred e c’haller gwelet meur a abadenn all, sinema, sonadegoù, arvestoù digor, a-hed ar pajennoù-mañ. Pevar darvoud a vo da baeañ dre ret, ar pezh zo nevez a-walc’h evidomp. Divizoù politikel ar strollegezhoù a lak hor c’hevredigezhioù hag hon implijoù en arvar. Yezhoù ha Sevenadur zo ul lec’h ma vez degemeret 40 goprad bemdez, hogos 150 bugel ha kantadoù a implijidi hag en arvar emañ hiziv an deiz. Ezhomm hon eus muioc’h eget biskoazh eus ho skoazell.
Ni zo leun c’hoazh leun a youl ha startijenn evit lakaat hor sevenadur hag hor yezh da vevañ e 5vet departamant Breizh.!