Evit ar wech kentañ e oa degemeret ar gevredigezh KEAV gant hor c’hreizenn evit un dibenn-sûn BEF – Brezhoneg Er Familhoù.
Pal ar staj eo sklaer : komz e brezhoneg er familhoù, etre an holl familhoù.
An dud hep bugale a oa degemeret mat ivez evit sikour ar familhoù evit ober war-dro pe komz d’o bugale.
C’hoarioù, pourmenadennoù, sonerezh, istorioù, krampouezh hag imor vat.
Hag an abadenn radio da skouer : SELAOUIT !
Setu :

Emgav ar bloaz a zeu : d’ar 1añ, d’an eil ha d’an 3 viz Mae 2026.
Evit gouzout hiroc’h, klikit amañ.