Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

D’ar 1añ betek an 10 a viz Gouere : ar c’hoarioù breizh

C’hoarioù kentañ a vo dalc’het e kreiz-kêr Naoned adalek ar 1añ betek an 10 a viz Gouere 2022.

Muioc’h a 100 000 den a zo gortozet d’ar gouel dreistordinal-mañ. Kinniget e vo kenstrivadegoù sport (paledoù, sachañ war an tortis, bannañ ar voutellenn blouz, mell-droad ouezelek…) ouzhpenn darvoudoù sevenadurel (sonadegoù, festoù-noz, prezegennoù…).

Gwechall en em ganne gourenerien Breizh evit ma’z aje ar maout ganto.
Adlañset e vo ar c’hustum-se gant C’hoarioù Breizh !
Gant peseur departamant eus Breizh ez aio ar muiañ a drofeoù ?

Mar fell deoc’h gouzout, emgav gant Breizh e Naoned e miz Gouere 2022 !

Evit gouzout hiroc’h : klikit !