E 2019 eo ganet Radio Naoned. Skourr Radio Kerne e Bro Naoned eo ha Media kentañ da skignañ nemet e brezhoneg e Liger-Atlantel. Radio Kerne a zo eus deus outañ abaoe 1998. Ur radio e brezhoneg penn-da-benn eo hag a vez klevet e Bro-Gerne eus dorioù an Oriant da Vrest […]
Kevredigezhioù diabarzh
Skingomz. 2 frekañs FM : 98.1 e Naoned ha 91 e Sant-Nazer. AlterNantes FM 12 avenue de l’Angevinière 44800 Saint-Herblain www.alternantesfm.net
Kentelioù yezh ha obererezhioù sevenadurel evit an holl E 1985 eo bet ganet Kentelioù an Noz gant ar pal kinnig d’an tud deuet kentelioù brezhoneg hag obererezhioù e brezhoneg. Hiziv an deiz e vez kinniget ouzhpenn dudioù evit ar vugale, ar re yaouank hag ar familhoù. Obererezhioù Kentelioù brezhoneg Kentelioù […]
Digoret eo bet e miz Gwengolo 2008. Degemer ar ra 56 skolajiad e 2020 eus ar 6vet betek an 3de klas. 8 den a zo er skipailh pedagogel evit lakaat ar skolajidi da heuliañ programm an Deskadurezh-Stad. Buhez ar skolaj, ar beilhadegoù hag ar c’houzkva zo meret gant ur skipailh […]
Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c’hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc’had KDSK, Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. An holl zañvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d’ober darn pouezusañ an dalc’had, a zo digor ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh an holl yezhoù keltiek […]
Kreizenn stummañ war ar brezhoneg. Ur greizenn-stummañ a vicher e brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan. Lena Louarn zo bet renerez etre 1989 ha 2010, pa’z eo aet […]
Mikro-magouri e brezhoneg. Ur gevredigezh diouzh lezenn 1901 eo Youn ha Solena. He fal eo diorren ha merañ lec’hioù degemer ar vugaligoù. Ar soñj da sevel ur vikro-magouri zo deuet war wel evel un elfenn ret, ur mailh a vanke er pezh a vez kinniget abaoe pell e brezhoneg d’ar […]
Digoret eo d’an holl familh. E brezhoneg e vez graet an deskadurezh. Digoust eo ar skol ha digor d’an holl. Skol Diwan Sant-Ervlan 2 bis allée Henri Farman 44800 Saint-Herblain 02 40 63 74 55 skol.sant-ervlan@diwan.bzh www.diwan-santervlan.fr