Nozvezh digeriñ Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Kroget eo bet Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e Liger-Atlantel d’ar 1añ a viz Meurzh, ur miz leun a zarvoudoù tro dro yezhoù Breizh.

Kenurzhiet eo ar mizvezh e Liger-Atlantel gant ar greizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur gant sikour Ajañs Sevenadurel Breizhek, ar KDSK ha Kentelioù an Noz.

Evit an nozvezh digeriñ e oa aozet un eskemm war danvez “Plas ar brezhoneg er rouedadoù sokial : Facebook, Twitter, Instagram” gant Visant Roue, rener Ofis Publik ar Brezhoneg e Naoned.

Pal an nozvezh a oa anavezout gwelloc’h ar rouedadoù sokial hag o arouez, met ivez gouzout penaos ober gant ar brezhoneg war internet : petra eo ar gerioù alc’hwez (#bzhg), rouedadoù ar brezhonegerien (Deskiñ brezhoneg), pe penaos kaout un etrefas e brezhoneg war Facebook. Niverus ha talvoudus e oa an eskemmoù a-drugarez da skiant-prenet ha mennozhioù disheñvel.

Filmet eo bet an abadenn gant Gwagenn TV ha skignet war-eeun war Facebook Live.

 

“Ar rouedadoù oskial zo un douare da chom tost ouzh ar yezh.”

 

 

 

%d bloggers like this: