Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

DIGORADUR KDSK 5 bloaz zo !

5 bloaz zo e oa c’hoazh ur sapre chanter e savadur Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan…
Hag un nebeut mizioù war-lerc’h e oa digoret mediaoueg nevez KDSK !
 
 
 
Hiziv an deiz ez eo implijet war ar pemdez an 3600 m2 a savadurioù merret gant Yezhoù ha Sevenadur gant kevredigezhioù Youn ha Solena, Diwan Sant-Ervlan, Radio Naoned, Kentelioù an Noz – cours de breton pour adultes et loisirs en 44, Skol an Emsav, AlterNantes FM, Skolaj Diwan Liger Atlantel ha KDSK (Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek) Bro-Naoned neuze !
 
Hag a bep seurt aozadurioù all a implij al lec’h-mañ gwech an amzer ivez.
Dedennet oc’h evit mont davedomp, kit darempred ganeomp : degemer@yhs.bzh