E 2026 e vez lidet pas hepken dek bloavezh diskouezadegoù war lec’hienn an Angevinière, met ivez 20 vloaz Yezhoù ha Sevenadur ! Deiz-ha-bloaz dreistordinal, kouviad dreistordinal : enoret bras e vimp o tegemer Gilles Servat evit ur sonadeg dibar d’ar Gwener 12 a viz Even adalek 8e noz. Nebeut a […]
sonadeg
Evit an trede bloavezh da heul vo echuet ar bloaz gant an nozvezh bras ma vo kinniget programm ar festival Celtomania. Un digarez da leuniañ ho teiziataer sevenadurel evit miz Here ha miz Du 2026. An nozvezh-se, evel ar festival Celtomania, zo bepred un digarez d’ober anaoudegezh gant ur strollad […]
N’eo ket mui ret kinnig an daouad Hamon-Martin, strollad a-bouez-tre war leurennoù abaoe 1991. Er grouidigezh nevez-mañ e vrudont tonioù ar soner Frédéric Lambierge lesanvet Gazman, marvet e 2020. Ur sonerezh fromus ma weler douaroniezh noz Roazhon, kêr e galon. Pell diouzh ar sonerezhioù mozel, an daouad a glask amañ […]
Da-geñver lid-digeriñ diskouezadeg Laurent Laveder omp laouen o kinnig, gant ar festival ar Zef et mer, sonadeg an daouad “Ur violoñsell e Breizh” gant ar sonerez piano Florence Pavie hag ar soner violoñsell Aldo Ripoche. Ur veaj dre zouaroù Breizh, en enor da sonaozer.ezed.ien klasel meur a vro. Un dastumad […]
Kanaouennoù skrivet ha kompozet gant Mael Guego (gitarour) ha Kaourintin Davay (kaner). Kanaouennoù a-vremañ, dous hag eeun, gant from. Levezonet eo sonerezh Egin gant ar folk amerikan hag ar blues. Kontañ a ra ar c’hontadennoù brezhonek diwar ar gevredigezh, al liammoù etre an dud, ar fromoù hag ar vuhez personel. […]
Kanour Noz : setu an anv a oa graet gant tud Kerroc’h, d’ur pesketour a oa boaz da ganañ war e vag a-hed an noz. Ar ganerez Elodie Jaffré he deus dizoloet e oa ar gwaz-se, Louis Le Hirez (1907 – 1983) hec’h eontr-kozh. Gant Alwena Lucas ouzh an telenn […]
Evit lid-digeriñ diskouezadeg France Bihannic, ni zo laouen-meurbet o kinnig deoc’h ur sonadeg ispisial en enor d’he gwaz, ar c’haner Claude Besson, aet da anaon 6 bloaz zo. Pemzek pladenn hag en tu all da 100 kanaouenn : oberenn vrav ha bras-meurbet zo bet degaset gantañ. Marie Rouiller ha Luc […]
Abaoe miz Meurzh 2022 e vez degemeret dañserien.ezed ha sonerien.rezed gant Yezhoù ha Sevenadur evit ul leurenn digor nevez.Kalz a dud o deus dañset o gavotennoù kentañ ha kalz a sonerien.rezed o deus sonet evit ar wech kentañ. Ha klask a reomp sonerien ha sonerezed c’hoazh ! Kreizenn […]
Evel e 2024 e tistro ar festival Celtomania da Yezhoù ha Sevenadur evit kinnig ofisiel ar programm nevez. Kendalc’het e vo an nozvezh gant an daouad Yann-Fañch Perroches (akordeoñs) ha Ioana Lemoine (kan) a lakao ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant o c’hanaouennoù muiañ karet e galleg, e brezhoneg, e saozneg, e […]
Pebezh strollad : Kevin Burke, Charlie McKerron, Yuna Léon, Nicolas Quemener. Dont a reont seniñ e Breizh evit an droiad dibar : d’an 12/03 e St-Ervlan, d’ar 13 An Orient, d’ar 14 e Sant-Yowan ha d’ar 16 e La Bouxière. Gallout a rit mirout ho plas a-benn an 12/03 e […]
E framm Mizvezh ar Brezhoneg 2025 O tisoñjal an harzoù douaroniel ha sevenadurel emañ Amelik o kanañ e brezhoneg en ur seniñ oud eus ar Reter Kreiz. Gant ar meskad ken souezhus ha ken strobinellus he doa gounezet leurenn-lañs ar Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2023 e rummad amatourien.ezed. Daou […]
Sed aze un diskouez eus tost pemzek bloavezh kenlabour an daouad anavezet mat eus al leurenn Breizh a-vremañ a ro deomp da selaou en albom-mañ. Goude “Mouez an Diaoul”, e 2013, Gali galant e 2015 ha “Dindan Dilhad Dindan” e 2018 Ur pevare albom gwisket gant danvezioù hag a blij […]
Kevredigezh Violondañs a ginnigo deoc’h daou staj adalek 2e30 : ur staj fleütenn Iwerzhon gant Steph Geremia hag ur staj violoñs Skos gant Chris Stout. Ur sonadeg dreistordinal a vo kinniget goude ar stajoù, adalek 6e30 noz. E sal an diskouezadegoù / 6e30 Muioc’h a zitouroù : violondans@gmail.com / 06.42.85.56.37 […]
Sonerezh Lleuwen a zo ur meskaj burzhudus eus a sonennoù a awen anezhi : Folk, jazz, pop, rock, klasel… Dastumerez glad dre-gomz a-viskoazh ha pitilh gant yezhoù minorelaet Bro-Gembre ha Breizh, aet e oa ar maout ganti e Prizioù 2012 gant priz pladenn ar bloaz e brezhoneg hag er genstrivadeg […]
E miz Meurzh e vo mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ur mizvezh evit ober anaoudegezh gant yezhoù Breizh pe mont pelloc’h ganto. Meur a abadennoù ‘vo kinniget : diskouezadeg, baleadennoù, kaozeadennoù, prezegennoù, stalioù, dañs, stlenneg, sonadegoù, kwiz hag ar c’haraoke e brezhoneg. Ur programm a feson evit an holl […]