E 2026 e vez lidet pas hepken dek bloavezh diskouezadegoù war lec’hienn an Angevinière, met ivez 20 vloaz Yezhoù ha Sevenadur ! Deiz-ha-bloaz dreistordinal, kouviad dreistordinal : enoret bras e vimp o tegemer Gilles Servat evit ur sonadeg dibar d’ar Gwener 12 a viz Even adalek 8e noz. Nebeut a […]
sonerezh
Evit an trede bloavezh da heul vo echuet ar bloaz gant an nozvezh bras ma vo kinniget programm ar festival Celtomania. Un digarez da leuniañ ho teiziataer sevenadurel evit miz Here ha miz Du 2026. An nozvezh-se, evel ar festival Celtomania, zo bepred un digarez d’ober anaoudegezh gant ur strollad […]
N’eo ket mui ret kinnig an daouad Hamon-Martin, strollad a-bouez-tre war leurennoù abaoe 1991. Er grouidigezh nevez-mañ e vrudont tonioù ar soner Frédéric Lambierge lesanvet Gazman, marvet e 2020. Ur sonerezh fromus ma weler douaroniezh noz Roazhon, kêr e galon. Pell diouzh ar sonerezhioù mozel, an daouad a glask amañ […]
Da-geñver lid-digeriñ diskouezadeg Laurent Laveder omp laouen o kinnig, gant ar festival ar Zef et mer, sonadeg an daouad “Ur violoñsell e Breizh” gant ar sonerez piano Florence Pavie hag ar soner violoñsell Aldo Ripoche. Ur veaj dre zouaroù Breizh, en enor da sonaozer.ezed.ien klasel meur a vro. Un dastumad […]
Trouz’ zo ‘ba Yezhoù ha Sevenadur 4 gwech er bloaz ! Abaoe 3 bloaz bremañ e teu dañser.ien.ezed ha soner.ien.ezed, deraouidi pe tud varrek, da gaout plijadur en ur zañsal ha seniñ en hor sal-dañs. An triad Ellebraz, an daouad Lutig, an daouad Outre-Manche, Ayoul tad ha mab, Odile ha […]
Abaoe miz Meurzh 2022 e vez degemeret dañserien.ezed ha sonerien.rezed gant Yezhoù ha Sevenadur evit ul leurenn digor nevez.Kalz a dud o deus dañset o gavotennoù kentañ ha kalz a sonerien.rezed o deus sonet evit ar wech kentañ. Ha klask a reomp sonerien ha sonerezed c’hoazh ! Kreizenn […]
Evel e 2024 e tistro ar festival Celtomania da Yezhoù ha Sevenadur evit kinnig ofisiel ar programm nevez. Kendalc’het e vo an nozvezh gant an daouad Yann-Fañch Perroches (akordeoñs) ha Ioana Lemoine (kan) a lakao ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant o c’hanaouennoù muiañ karet e galleg, e brezhoneg, e saozneg, e […]
Jean Ruaud, konter gallaoueg Bro-Naoned, a zistro da Yezhoù ha Sevenadur gant e arvest diwezhañ. Ar wech-mañ e vo ambrouget gant an daouad Outre-Manche, gant Gwenaëlle Ambuhl hag he zelenn geltiek ha Graham Knapp hag e venveg-tosiñ evit ur veaj kontet ha sonet. Un nozvezh evit c’hoarzhin, huñvreal, fromañ […]
Evit embann o albom e aozo Hip-noz un nozvezh ha pedo mignoned sonerezed ha sonerien. Adalek 8e noz : digor-kalon krampouezh ha abadenn sonerezh Bro Iwerzhon etre 9e noz ha hanternoz : – Hip-Noz – Pennec / Leroy– Litha– Poulossier / Blain– Geffroy / Roue Deuit niverus […]
E framm Mizvezh ar Brezhoneg 2025 O tisoñjal an harzoù douaroniel ha sevenadurel emañ Amelik o kanañ e brezhoneg en ur seniñ oud eus ar Reter Kreiz. Gant ar meskad ken souezhus ha ken strobinellus he doa gounezet leurenn-lañs ar Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2023 e rummad amatourien.ezed. Daou […]
Sed aze un diskouez eus tost pemzek bloavezh kenlabour an daouad anavezet mat eus al leurenn Breizh a-vremañ a ro deomp da selaou en albom-mañ. Goude “Mouez an Diaoul”, e 2013, Gali galant e 2015 ha “Dindan Dilhad Dindan” e 2018 Ur pevare albom gwisket gant danvezioù hag a blij […]
Trouz zo an distro ! Abaoe miz Meurzh 2022 e vez degemeret dañserien.ezed ha sonerien.rezed gant Yezhoù ha Sevenadur evit ul leurenn digor nevez. Kalz a dud o deus dañset o gavotennoù kentañ ha kalz a sonerien.rezed o deus sonet evit ar wech kentañ. Ar bloaz-mañ hon eus divizet […]
Evit ar wech kentañ e kenlabour Yezhoù ha Sevenadur gant ar gevredigezh à deux bals, anavezet gant dañserien ha dañserezed Naoned, evit un nozvezh dibar war-dro an dañs hag ar sonerezh ! Da-heul sonadeg an neizheur e kinnigo deomp an triad Saraï o sonerezh da zañsal etre folk ha […]
Kevredigezh Violondañs a ginnigo deoc’h daou staj adalek 2e30 : ur staj fleütenn Iwerzhon gant Steph Geremia hag ur staj violoñs Skos gant Chris Stout. Ur sonadeg dreistordinal a vo kinniget goude ar stajoù, adalek 6e30 noz. E sal an diskouezadegoù / 6e30 Muioc’h a zitouroù : violondans@gmail.com / 06.42.85.56.37 […]
Laouen omp o tigeriñ hor c’houlzad nevez gant diskouezadeg Brucero, un arzour eus ar bed keltiek a-vremañ. Evit echuiñ al lid-digeriñ e vo skignet tresadennoù graet gant Brucero war-eeun gant sonerezh Gwenaelle Ambühl, telennerez a-feson. E framm gouel-meur Les Celtomania
‘ba Yezhoù ha sevenadur, ouzhpenn he frogramm sevenadurel ez eus kalz kevredigezhioù o deus dibabet d’ober o obererezhioù sizhuniek e-barzh hor c’hreizenn. Daou anezho, Etceltera evit an dañs ha Violondañs evit ar sonerezh a lak da vevañ ar sevenadur iwerzhonat war hon dachenn. Amatourien o teskiñ gant kelennerien barrek ha […]
Diskouezadeg eus ar 7 a viz Meurzh betek ar 28 a viz Ebrel gant Dastum Bro Dreger Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn Titouroù : […]
Lid-digeriñ diskouezadeg “Istor ar pladennoù vinil e Breizh” gant Dastum Bro-Dreger. Prezegenn divyezhek gant Julien Cornic ha Christian Morvan. Kenaozet gant an ASB44 Diskouezadeg eus ar 7 a viz Meurzh betek ar 28 a viz Ebrel Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan Eus al […]
Nozvezh “Gouloù zo” dibar evit Mizvezh ar Brezhoneg : un abadenn radio war-eeun ha digor d’an arvestourien kinniget gant Radio Naoned Er sal diskouezadeg Yezhoù ha Sevenadur e raio Rafael Thouroude un abadenn radio war-eeun gant Morgan Cotten etre 7e30 ha 8e30 (un “Tarzh an noz” ispisial). Kinnig a raint […]
Setu distro-skol ar c’hevredigezhioù e Yezhoù ha Sevenadur. Meur a zudi a zo kinniget bep bloaz en hor c’hreizenn : kentelioù e brezhoneg evel-just ha kan, sonerezh, dañs, yoga, broderezh… Kavout a reot a-is roll an obererezhioù reoliek, dreist-holl sizhuniek, kinniget en distro-skol 2022-2023 : D’AL LUN Bodad komz e […]
Peseurt dudioù kinniget e Yezhoù ha Sevenadur Yezhoù, sonerezh, sportoù, kalz traoù a zo d’ober e kreizenn yehzoù ha Sevenadur ! Dudioù dre zanvez E brezhoneg Bodad-komz ha kentelioù brezhoneg gant Kentelioù an Noz Stal liesarzoù ha c’hoariva e brezhoneg gant Mil Tamm Qi gong e brezhoneg ha galleg gant […]
Digor eo kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur d’an holl : holl sevenadurioù, holl oadoù, … Meur a dudioù, reoliek pe a-wechiadoù, zo kinniget bep bloaz er greizenn : c’hoariva, kan, sport, sonerezh … Setu an dudioù reoliek kinniget e Yezhoù ha Sevenadur en distro-skol 2019-2020 : d’al Lun : Bodad-komz […]
Lakaat war-wel, brudañ ha kelenn ar violoñs (ha binvioù all) ha sonerezh Bro-Iwerzhon ha Breizh. Ur stal sonerezh hengounel Bro-Iwerzhon e Sant-Ervlan buhezet gant Frédérik Bouley. Obererezioù : kentel (hinihennel hag a-stroll) violoñs 1 slow session bep miz (flûte, violoñs, gitar, boest-an-diaoul, uillean-pipes, bouzouki, telenn… ) Violondañs Frédérik Bouley 06 […]