Abaoe 2012 e lak ac’hanomp ar gevredigezh romantourien Naoned, d’ober anaoudegezh gant skrivagner.ien.ezed an departamant. Tomm o c’halon ouzh sevenadur istorel ar c’horn-vro-mañ e vo kinniget dezho e rakkentenn diwar an tem “Naoned ha Breizh”. Un degouezh a-feson evit nevesaat hor beilhadeg fin ar bloaz gant Dastum, gant ur veilhadeg […]
gouloù zo
E stern an diskouezadeg tennet eus ar vadenn-dreset “mallusted an dour”, hor bo ar blijadur da zegemer en oberer, evit hon nozvezh lennegel bloaziek er stal-levr “La géothèque”. Daou vloaz zo e oa bet lakaet ar gaoz diwar an agro-industrielezh e Breizh gant Nikolaz Legendre. Ar wech-mañ e tizoloimp diwar […]
E framm Mizvezh ar Brezhoneg Kontadennoù, gaouiardajoù, kanaouennoù hengounel, rimadelloù nevez, e-unan, a-stroll pe da respont : ar beilhadegoù a vez bepred mareoù a vignoniezh gortozet-kenañ. Pep hini, tud a vicher, amatourien hag amatourezed sklaeriet, amatourien hag amatourezed-noz a vez pedet da gaozeal er veilhadeg. Evit klozañ mat miz […]
Sonerezh Lleuwen a zo ur meskaj burzhudus eus a sonennoù a awen anezhi : Folk, jazz, pop, rock, klasel… Dastumerez glad dre-gomz a-viskoazh ha pitilh gant yezhoù minorelaet Bro-Gembre ha Breizh, aet e oa ar maout ganti e Prizioù 2012 gant priz pladenn ar bloaz e brezhoneg hag er genstrivadeg […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Genver / miz Mae a zo erruet Evit lenn […]
Sairée galo : Fime emouvë Le Grufalot e Le Grufalotin o l’Institut du Galo e perzentézon de la souétië Cllâssiers. A-drugarez da Ensavadur ar Gallaoueg e c’hellfec’h sell ouzh e c’hallaoueg “Ar Gruffalo” hag “Mab ar Gruffalo” gant Max Lang et Jakob Schuh (levr gant Julia Donalson hag Axel Scheffler). A-raok ar […]
D’ar 1añ a viz Meurzh e vo un abadenn ispisial ! Evit lañsañ Mizvezh ar Brezhoneg, Radio Naoned a kinnigo deomp un abadenn war-eeun. Enrollet er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur ha skignet war Radio Naoned hag AlterNantes FM. Digor d’ar publik !
Gant Morvan Coarer, skrivagner “Bed ar drouized” (Yoran Embanner) e vo kontet e garantez hag e arnodoù a-fet drouizidigezh. Peñaos deskrivañ ur bed puilh ha dianv koulskoude ? Gantañ e c’hellimp kaout alc’hwezhioù evit kompren gwelloc’h ar bed-mañ. Emgav adalek 8e00 da noz. Evit gouzout muioc’h. Priz dieub. Titouroù : […]
Prezegenn gant kazetennerien Splann Juliette Cabaço-Roger et Gwenvaël Delanoë tro dro o labour, o luskadurioù hag ho falioù. Prezegenn divyezhek brezhoneg-galleg Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezhenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg hag e brezhoneg. […]