Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

PROGRAMM NEVEZ : MIZ GENVER – MIZ EVEN 2026

2006-2026 : Lidet e vo 20 vloaz Yezhoù ha Sevenadur er bloaz-mañ. Muioc’h c’hoazh 10 vloaz zo eo en em staliet hor c’hevredigezh e bali an Añjevinier, pezh zo bet ur bazenn a-bouez evit he diorren. Evit lidañ an deiz-ha-bloaz-mañ evel m’eo dleet, e vo aozet un diskouezadeg kilsell ispisial hag ur gouel bras d’ar Gwener 12 ha d’ar Sadorn 13 a viz Even.

Framm krouet da gentañ evit harpañ krouidigezh ar skolaj Diwan eo deuet Yezhoù ha Sevenadur da vezañ 20 vloaz diwezhatoc’h ur greizenn sevenadurel dibar e Breizh, enni div skol, ur vagouri, daou radio, ur vediaoueg, kentelioù-noz, ur stummadur hir, ouzhpenn 150 bugel ha 40 goprad a zesk, kelenn, labourat ha bevañ bemdez e brezhoneg. En distro-skol hon eus degemeret daou framm nevez zoken : ar greizenn-dudi evit ar vugale Patati hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

Yezhoù ha Sevenadur a zo ivez ur greizenn sevenadurel gouestlet d’ar vro ha d’he yezh a ginnig peder diskouezadeg hag ouzhpenn 20 abadenn a bep seurt e-pad ar bloaz, prezegennoù, sonadegoù, leurennoù digor, skignañ filmoù…

E deroù ar bloaz-mañ e vimp laouen-bras o vezañ war skritell eil dalc’h ar festival “Eus an douar d’ar stered” asambles gant ar planetariom, gant diskouezadeg an astro luc’hskeudenner eus Penn-ar-Bed Laurent Laveder.

Un istor pinvidik a ya war-raok c’hoazh, gant ur vuhez kevredigezhel birvilh ha raktresoù sevenadurel e-leizh. Koulskoude e chom bresk an traoù. Ezhomm hon eus eus ho skoazell.