Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Kinnig labour : Buhezour.ez atalieroù radio

  • Post labour : Buhezour.ez atalieroù radio
  • Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021
  • Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper
  • Implijer : Radio Naoned

Kefridi :

  • An animatour.ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an obererezhioù deskadurezh d’ar mediaoù.
  • Sevel ha frammañ a raio ar raktresoù, evit ma kloto ar re-mañ gant ezhommoù pep rummad (Bugale, krennarded/krennardezed, tud gour….).
  • Merañ a raio diorren an oberezh koulz hag ar c’hehentiñ.
  • Krouiñ a raio binviji labour pedagogel
  • Respont a raio d’ar galvoù raktresoù hag ober a raio war-dro an teuliad bilañs.
  • An abadennoù a vo dalc’het el Liger-Atlantel, e Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilen

Doare den :

  • Brezhoneger.ez (live B2 d’an nebeutañ)
  • En e/hec’h aes gant an dud yaouank koulz hag ar re vras.
  • Gouzout ober gant binviji ar stlenneg hag ar rouedadoù sokial.
  • Aotre bleniañ (ha prest da foetañ bro e Breizh a-bezh).
  • Skiant-prenet war micherioù ar radio deuet mat.

 

  • Kevrat : CDD ur bloaz ha CDI da c’houde
  • Gopr : 1250 € rik ar miz evit komañs
  • Darmepred : melaine@radionaoned.bzh – 02 28 91 03 75