Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

06/12/2022 au 12/01/2023 : DISKOUEZADEG MYRIAM JEGAT – 10 VLOAZ EUS AR GOUEL-MEUR Les Zef et Mer

Evit lidañ 10 vloaz ar gouel-meur “Les Zef et mer” e vo kinniget ur c’hilsell luc’hskeudennel gant Myriam Jégat en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur.

A-hed he buhez e klaske Myriam Jégat da zastum koun hag eñvor kanerien ha kanerezed, kontourien ha konterezed, sonerien ha sonerezed, skrivagnerien ha skrivagnerezed dre he c’hamera : ur sell pinvidik-meurbet diwar-benn ar sevenadur breizh.

Rannañ ar binvidigezh-se a zo pal an diskouezadeg. Deuit niverus etre d’ar 6 a viz Kerzu hag an 13 a viz Genver.

 

 

Digor d’an holl.
Digoust.
12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz
ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn