Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Prezidant nevez e Yezhoù ha Sevenadur 

Setu un destenn eus Tangi Manac’h, prezidant abaoe 2016. 

” Demat,

Goude c’hwec’h vloaz o vezañ Prezidant Yezhoù ha Sevenadur em eus divizet paouez gant ar garg-mañ. E-pad an emvod-meur diwezhañ, Stefan Geffroy an hini eo a zo bet dilennet gant ar c’huzul-merañ. Fiziañs ‘m eus ennañ evit derc’hel da vont, evit kinnig d’an dud ul lec’h plijus, evit diorenn levezon hor gevredigezh, evit ma kendalc’ho Yezhoù ha Sevenadur da vezañ unan eus brasañ Ti ar Vro gouestlet da sevenadur Breizh.

Ur giriegezh pounner eo bet bezañ kadoriad Yezhoù ha Sevenadur : an dilojañ hag al labourioù reneveziñ (e 2016-17), degemer ar c’hevredigezhioù ha sevel ar reolennoù ret evit kenvevañ asambles, ober war dro ar savadurioù (kozh), ijinañ oberezhioù sevenadurel, merañ aferioù ar c’hlemm dirak ar justis… Un tamm mat a labour zo bet kaset da benn, a drugarez d’ar skipailh tud a youl-vat ha d’an implijidi o deus poaniet e-pad ar 6 vloaz tremenet. Hepto ne vefe ket Yezhoù ha Sevenadur evel m’emañ hiriv. Gante ‘m eus desket kalz traoù war dachennoù liesseurt. Gwir eo ez eus c’hoazh peadra d’ober, met bez e c’hellomp bezañ fier o welet an hentenn a zo bet toullet abaoe 2016.

Trugarez deoc’h a greiz kalon evit bezañ roet din an hegoulz da vezañ e penn ur raktres ken bras ha ken uhelek. Ne c’hoarvez ket bemdez e buhez un emsaver. Chom a rin eta e Burev Yezhoù ha Sevenadur, evit ma vo aesoc’h an tremen da Stefan hag evit evezhiañ ar c’hontoù.

A galon ganeoc’h

Tangi Manac’h ” 

Trugarez deoc’h-c’hwi Tangi. 

 

Ha bremañ, laouen omp o kinnig deoc’h prezidant nevez Yezhoù ha Sevenadur, Stefan Geffroy. 

Tad ur bugel skoliatet e Diwan eo Stefan Geffroy.  Roet en deus dorn er skolaj Diwan Sant Ervlan ha bet eo Prezidant ar c’huzul Merañ e-pad an daou vloaz tremenet. Bremañ p’emañ e verc’h e Lise Diwan Gwened en deus c’hoant Stefan harpañ Yezhoù ha Sevenadur ha setu perak eo erruet e burev YhS ha dilennet Prezidant d’an 17 a viz Du. Brezhoneger eo Stefan goude bezañ desket ar yezh gant Kentelioù an noz peurgetket ha bezañ bet kelenner enni e-pad meur a vloavezh. Anavezet eo ivez e bed ar festoù-noz e-lec’h ma gan alies e kan-ha-diskan gant e gomper Visant Roue. 

Donemat Stefan.

 

Burev nevez :

  • Prezidant : Stefan Geffroy
  • Sekretourez : Aude Merrien-Maas
  • Teñzorer : Tangi Manac’h
  • Eil-teñzorerez : Gwenaëlle Ricordel