Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

UR C’HENURZHIER NEVEZ E YEZHOÙ HA SEVENADUR

E-pad tost 4 bloaz eo bet Ewan Thebaud kenurzhier YhS. Plijet omp bet gant e labour a-feson, e zibresded hag e vadelezh. Raktresoù all a zo gantañ bremañ. Kalz a blijadur hag a verzh a hetomp dezhañ. Trugarez vras dezhañ evit ar pezh en deus graet evit Yezhoù ha Sevenadur. Trugarez dit Ewan !

 

Laouen omp o tegemer Elie Salaün, hor c’henurzhier nevez. 

Elie a zo ur paotr eus Penn-ar-Bed, ganet ha savet e bed sevenadur ar vro. Sot eo gant an dañs abaoe m’eo yaouank-flamm ha desket en deus dañsal e Kelc’h Keltiek Kastellin, hag er festoù-noz evel-just. Beajour, pederyezhek, ur spered-digor dezhañ, buhezet en deus atalieroù dañsoù Breizh e gouelioù-meur folk Belgia hag Alamagn e-lec’h m’eo bet o chom e-pad 7 vloaz. Goude ur master micherel war tachenn ar velestradurezh sevenadurel en deus desket brezhoneg evit labourat en ur gevredigezh e-giz Yezhoù ha sevenadur.   

Donemat Elie !

Gallout a rit mont e darempred gant Elie dre bostel yezhou@yhs.bzh pe dre bellgomz 07.82.70.15.14, eus al Lun betek ar Gwener etre 9e ha 5e g.m

Audrey zo karget eus ar c’hehentiñ ha feurm ar salioù c’hoazh. Gallout a rit skrivañ dezhi da degemer@yhs.bzh