Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Kinnig labour e Yezhoù ha Sevenadur !

Emaomp o klask ur G.C’HENURZIER.EZ SEVENADUREL
 
KEFRIDI :
Dindan karg ar Prezidant ha gant asant Burev ar gevredigezh e vo :
– kendivizer.ez ar c’hevredigezhioù degemeret war an dachenn.
Respont da c’houlennoù an dud ha frammoù an diavaez. Sevel ha hizivaat steuñv oberennoù reoliek pe boentel ar c’hevredigezhioù, embregerezhioù, hiniennoù a vez degemeret.
– o tiorren hag o kas war-raok politikerezh sevenadurel ar gevredigezh (diskouezadegoù, prezegennoù, Miz ar brezhoneg..).
– ur stern ha kenurzhier.ez ar Pôl Kempenn (2 zen) : sevel program sizhuniek an naetaat, e lakaat e pleustr ha heuliañ ar mont endro.
 
DOARE DEN :
Ur post-labour liesseurt a c’houlenn merañ ar priorelezhioù hag an doserioù, labourat en un doare emren, . Mestroni oustilhoù burevek. Evezhiegezh • Bezañ dieub evit ar re all. Brezhoneg dre ret.
Kenlabour gant an den a ra war dro ar c’hehentiñ.
 
Kevrat labour : didermen
Gopr : Hervez kael c’hoproù Kenemglev ar Buheziñ.
Deroù ar gevrat : adalek fin miz C’hwevrer (ma eo posubl)
Evezhiadennoù : Post labour leun amzer (35 eurvezh). CV ha lizher-emstrivañ da gas da vBurev Yezhoù ha Sevenadur.
MONT E DAREMPRED GANT : yezhou@hys.bzh
 
Evit gouzout hiroc’h, setu ar fichenn post amañ.